Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/392

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

28 Vezeven. rae l)oue, eus a fautou ar vugale-ze ; ha ma ne lequeont evez, quemense a vezo caus eus o daonation ac eus hini o bugale. An natet-varn-ugent a VezeverT. SANT PER, ABOSTOL. Sant Pêr Prin<j an Ebestel, ar Penn visibleus an Ilis ha Viquer da Jesus-Christ var an douar, a ïoa guinidic a Betsaïd ha Pesquêr dre e etat. Goude m’en devoa ur veich anavezet Jesus-Christ, ne vanque quet da vont d’e gavout peurvuya bemdez evit profita eus e instructio-nou. Salver ar-bed o veza e gavet un deiz o voelc’hi e rou-ejou enevag, a lavaras dezân dont d’e heul : obeissa a eure; ne guitaas muy a-neuse e Vaestr divin, ha disque£ a reasê pep occasion ur garantez ardant ha tener evintâ. Pa zisclerias Jesus-Christ d’e Ebestel ez-oa ret dezâ mont da Jerusalem evit soufr eno tôurmanchou bras ac ar maro memes, Pêr a lavaras : quemense ne arruo quet, ha miret mad a raïmp. Hor Salver o veza dïscleriet dezo ur veich-all penaus e teuzient d’e abandoni, Sant Pêr a respontas : ac e teufe an oll d’ocfh abandoni, evïdon-me n^ho quitaïn birviquen. Pa voe saesiet Jesus-Christ gant ar Yuzevien er Jardin Olivet, Pêr ebquen gant Sant Yan a chommas fidel d’e Vaestr aic èn heulias bete ty Caïfas. Jesus-Christ ive a gargas an. Abostol fervant-mâ a fa-veuriou special ac èn distingas dious an Ebestel-all ê meura occasion. E guemeret a reas evit test eus e Vi-raclou principala ; cench a eure e hano Simoji, ac èn hanvas Pêr, peini a signifi Maen/evit disquez penaus e vize ar Maen-fond eus e Ilis; e institui a reas e Viquer var an douar; e etablissa a reas Pastor Universel eus an oll dud fidel; rei a eure dezân Alc^hueou Rouantelez an Eê, gant ar gallout ac an oll autorite necesser evit gou-arn an Ilis. Guir e penaus en devoe ar fragilite ac ar maleur da