Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/380

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

en. SANTES MARY OIGNIES. Ar Santes-mâ leshanvet Oigniefc abalamour m’e deus achuet eno he buez, ha ma e deus ar Guaer-ze an avan-taich da bossedi he Relegou, a voe ganetê Brabant. Gue-let a rezeur enni en e yaouanctis signou caér eus ar san-telez vras da beini e tlie arruout un deiz. Ur furnez e devoa dreist e oad, un devotion tener ac ur vodesti rar. Ar guiscamanchou caér pere a blich quement d’ar vuga-le yaouanc, a zisplige dezi, he f lijadur oa beza en e fart he unan; ac un adres admirabl e devoa evit en em den-na dious ar c’hompaignunezou, evit gallout en em an-treteni gant Doüe ebquen dre an Oraeson. Choant bras e devoa da veza Leanes, maes he c’herent pere odevoa ur santimant-all a reas quement, ma re-zont dizi dimizi en amzer ma oa c’hoas fors vaouanc. O veza eet d’he zy a gostez gant he fried, pell dious dimi-nui netra eus e exercicou devot, e teuas d’o c’hrisqui ha da bratica cals a vortiftcationou. He fried ravisset o ve-let he dou^der ac e speret bepret ingal, a leze ganti pep liberte evit e exerci<jou a zevotion; e exhorti a ree cous-goude da voderi he mortificationou, mass coms a eure de-. zân eus an necessite ar binigen gant quement a nerz, ma tèuas da heulia e exempl. Ar Santes o velet e zispositio-nou mad, a broposas dezân beva o daou assambies evel breur ha c’hoar, Consanti a reas ganti, ac eusa-neusean daou bried-se pur ha chast n’o devoe quen desir na quen sonch nemet da avang bemdez en hent eus ar ber-fection. Goude beza roet d’ar beaurien an darnvuya eus o ^fiadou , en em lequezont da servicha an dud lôr eus ar Guaer a Nivel. Ar bed a zeuas souden da gavout abec en o fae^on da veva : darn ô zrete a fals devodet, darn-all a lavare ez-oa sempleet o speret, ac ar re-all o c’honsidere evel tud lôr aba ma oant en em roet da ser-vicha ar re affliget gant ar c’hlênvet-se. Disprigetne oant 23 Vezeven. santes mary oignies.