Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/374

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

lomp hirio bugâle quen indeyot ha quen divergont; na vezomp quet estonet mar deus quement a vugale pere a so ur sujet a chagrin ac a zisplijadur d’ho c’herent. Pe seurt exempl o deus-ii % guelet ac a velont-ii bemdez dirag o daoulagat? Un tad neu-beut devot pe marteze direglet, ac ur vam peini ne de quet guelloc’11 Christenes, ac int-ii a so exemplou ha squêriou caêr ? Peguement a vugale n*o deus cousgoude quen exempl, sioas dezo!. Pebes maleur ne de quet quemense evit ar vugale ! ha pebes maleur n’efT-èn quet evit an tadou ha mamou-ze ! An uguenvei devez a Vezeven. SANTES EDILTRUD, ROUAIVES HA GUERCHES. Ediltrud merc’h da ur Pring a Vro-Sauz, e devoa a vianic un inclination vras evitar vertu gant pep seurt qualiteou mad. Biscoas martese ne voe guelet en ur verc’h yaouanc quement a speret ac a furnez gant que-ment a yodesti ac a zevotion. An dispris a ree eus a bli-jadurezou, grandeuriou ha madou an douar, a zisquee âvoalc’h na ree istim ebet nemet a vadou an Eê. Ar garantez ardant e devoa eyit Jesus-Christ ac evit ar Verc’hes Sacr, Rouanes ar Guerc’heset, a inpiras de-zi an desir da viret he virginite epad he buez ; couscou-de Egfrid, Roue a Nortombry ê Bro-Sauz, o veza graet he goulen evitPried, e roas hec^honsantamant dre obeis-sang ebquen evit e c’herent. Maes o santout crisqui ennï an desir da chom bepret guerc’hes, e devoe recours d’an Oraeson, en ur bidi an Autrou-Doue gant ur ferveur ac ur fizianc vras da inspira da Egfrid ar memes disposition a galon ac ar memes santimanchou eyel m’en devoa ins-piret dezi : he fizianc ne voe quet tromplet. Ediltrùd er guenta conversation e devoe gant ar Roue a zisclerias dezâ an inclination e devoa bet bepret da chom Guerc’hes. Coms a eure ountâ gant quement a onction, ma teuas ar Roue, ravisset o velel he vertu, ha 20 Fezeven. 8ANTES EDILTRüd.