Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/373

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ha protes. 361 eus ar Rouantelez. Astâs a reas dont dirazân an daou Sant. Ordren a eure dezo adori an Doueou evit m’en de-vize un issu mad er bresel. Sant Gerves a guemeras ar goms ac a respontas : permetit din, Autrou, lavaret de-oe’h penaus n’en em guemerit quet mad; car pebes gal-lout o deus Doueou graet gant metal pe gant coad ? Mar fell deoc’h gounit ar Victor, en em adressit da Zoue an Armeou , guir Doue an fiê ac an douar, Doue an oll Rouanteleziou, Doue ar Gristenien ac hoc’h hini, pa ne deus quen Doue nemetân : èn ebquen a ell rei ar Victor, ha digantân epquen e tleit e goulen. Astâs a voe quer soueset gant an discours«se, na vouie petra lavaret; maes Ministret an Idolou a reas quement varnezan, ma ordre-nas scourgea ar*Sant. An urz a voe executet gant que-ment a grueldet, ma varvas ê creiz an tourmant-se. An Tirant a roas goudese urz da zibenna Sant Protes, dre m’er guele quer courachus ha quer ferm er Feiz evel e vreur. , O Chorvou a chomas pell-amzer cuzet, eb ma vouie denpelech ez-oantbetenterret; maesDoueofallout de-zan ober enori e zaou servicher fidel, a bermetas ma ap-parissezont da Sant Ambroas Escop, ha ma resont dezan anaout ar plac ê peini e cafse o Relegou. An Escop san-tel a reas toulla an douar, ac o veza cavet ar Relegou, e reas o zransporti gant ur solannite vras d*an Ilis en de-voa graet sevel nevez a oa, hac hanvet-hirio Ilis Sant Am-broas. An Dranslation-ze a oue graet er bloaz 386. Du-rant ar Procession, ervezm’er rapport Sant Ambroas en e Liser d’e c’hoar Santes Marcellina, un den dall hanvet Sevêr, ha peini aïoa anavezet gant an oll ê Milan, a rece-vas ar guelet. refle xion. ün Tad ac ur vam vertuzus o deus peurvuya bugale vad ha devot. An tieguezou a ve souden composet a Sjent ac a Sante-set, ma ve bepret ar pennou anezo exemploU a Santelez. Tad ha mam Gerves ha Protes a so daou Sant h^ daou Verzer : o da-ou vap a so Sant ha daou verzer-all. Dibaüt gueich e vanq ar vugale da heulia an exempl a velont dirazo ha da regli o buez diouz ar scol a vez graet dezo. Na vezomp quet souezet mar ^ue- \ 362 sant gerves ha proth&. 19 Vezeven.