Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/372

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

REFLEXION. Tad ar Saent-mâ, o mam ac o mignonet o alyas ac o incitas da adori an Doueou faus, maes caér o devoe lio foursu, refus e ober a resont gant ur gouraicli ferm ha constant. Peguement a dud siouas, a zeu da drahissa o c’houstianc, ha da verza o ene dre ur respet maleürus, dre ur gomplesanc milliguet, gant aoun da zisplijout da ur Ma*str, da ur mignon, pe d’o clierent! Ur Christen, mar goulenner digantan un dra bennaccon-trol da Lesen Doue, na dle en occasionou-ze anaout na câr na mignon, na tad na mam ; neuse eo e tle disquez da Zoue e fide-lite, e obeissanc, ac ar garantez en deus evintan. An naonlecvet devez a Vezeven. SANT GEHVES HA SANT PROTES, MERZERIEN. A.n daou Sant-mâ a ïoa daou vreur, ha bugale da Sant Vital, Merzer, ha da Santes Vallerii, Merzeres. Un tad ac ur vam quer santel ne allent quet mancout da rei d’o bugale un descadurez vad ha cnristen ; ac o bugale a brofitas meurbet eus ar scôl vad a ïoa graet dezo, ac eus an exemplou caér a velent dirazo. Goude ar maro glorius eus o Zad ac o mam, e teuzont da zistribui o madou bras d’ar beaurien : ha cundui a resont o daou en o zy ur vuez retiret ha mortifiet : n’o devoaquen commercnemet en Eê:.an Oraeson ac al Lec-tur eus al Levriou santel a ioa o occupation ordinal; ac e tremensont dec vloas er Solitud-se, en ur veva quent ec’his ^Elet eguet evel tud. Dre ur vuez quer pur ha quer fervant e obtenzont di-gant Doue ar c’hra<j a c’houlennent bemdez, da scuilla o goad evit ar Feiz. Astâs Commandant eus a Arme an Ampereur o tremen dre ar Guaer a Vilan evit mont d’ar Bresel-a-enep ar Marcomanet, a glevas gant Ministret an Doueou faus e colfe ar Victor, ma ne raze lacât d’ar ma-ro Gerves ha Protes Adversourien bras d’an Doueou 19 Vezeven, sant gerves