Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/345

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

333 Doue a roas dezo ar blijadur da anaout abred e natur vad, ha da remercout ennan un inclination quer bras evit ar vertu, ma oa ur sign eus e Santelez da zont. Ar Chrouadur yaouanc-se ne glasque morse divertis-sa.mant-amser ebet, ne anaye quefc memes ar c’hoariou ordinal d’ar vugale eus e oad. Goude beza studiet e gueiitelliou, en em Ieque da bidi Doue, pe da lenn ul Levr devot bennac. Al lectur-ze ne gontribuas quet neu-beut da ober dezân anaout ar vanite ac a neant eus a blijadurezou ar bed; ac e fidelite da heulia ar mouva-mant eus ar Chrac a reas dezâ quemeret ar resolution da guitaat pep-tra evit heulia Jesus-Christ, en ur veva ervez ar reglennou parfeta eus %n Aviel. O veza râncontret Pelerinet pere a yee da Jerusalem da visita Be hor Salver, ez-eas assambles gant-o. Ar guêl eus al Lec’hiou Santel ê pere oa bet accomplisset Myste-riou hor Redamptiou, a grescas meurbet e ferveur. En e zistro a Jerusalem, o veza digoueet è Trêves, e tisclerias d’an Arc’hescop an desir en devoa abaoue pell-amser da veva Reclus, da lavaret e Soliter, en ur placiq bennae separet dious cpmmer^ an dud. Ar Prelat èn le-queas en ur Céllul, da ouzout e en ur Gampric vianstag ous an Ilis, a belec’h dre ur prenest striz e cleve an Ofe-ren ac ar c’hân dnrant an Oficdiviñ : cetuar pezen deus roet dezâ an hano a Reclus, peini a signifi serret pe an-fermet. Adalec ar bloaz eiz cant bete^n amser eus ar Sant-mâ e oa cals a Recluset peVe a gundue ur vuez santel meur-bet. Ar Recluset a ïoa Soliteret pe Hermitet, pere en em anferme en ur Cellul stag ous un Ilis benac, ac a reeVeu da chom eno bepret, eb jamaes sortial. Ne vize recevet nicun d’arstad-se nemet dre bermission an Escop, pe mar en.em anferme en ur Gouent, dre bermission an A-bad, ha nemet goude beza bet eprouvet-mad durant ur bloaz. Ar re o devoa Oferennet abars en em rentaReclu-set, o devoa en o Celluï un Auter evit lavaret an Oferen, maes an hini a responte ne antree quet ê diabarz; respont a ree ebquen dre ar prenest a scoe var an Ilis, dre belec^h é alle ar Reclus clevet ar c hân ha cana e-unan durartt an Ofic. 334 SANT 9MB0N RECLÜS. 4 Vezeven.