Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/338

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

LIBERAT. 31 Mae. un eterhite ? Liberat o santout an dromplerez eus an Heretiquet, a respontas dezi : guelet a ran penaus Ad-versourien Jesus-Christ a so bet malin avoalc’h evit pu-blia em be renoncet dar Feiz, maes en em rassurit; ne-tra na vezo capabl da ober din cench Réligion : sacrifiet honeus pep-tra dre garantez evit Doue, hof madou, hor bugale ac an oll commoditeou eus ar vues; deomp da si-na gant hor goad Divinite Jesus-Christ: esperam eus eaccordo deomp ar c’hra<£ da achui souden hor buez dre ar Verzerenti. An Tirant squis oc’h o guelet o daou bepret ferm er Feiz, o c’hondaonas d’ar maro gant calsa Gristenien-all pere a edo er memes prison : ar pez a oue executet er bloas 4^4- REFLEXION. Sant Liberat a gare meurbet e zaou vap, nues ar garantez en devoa evit Dôue a ïoa trec’h d’an hini en devoa evit-o : guell oue gantan beza separet dious e vugale, coll e vadou a’c e vuez, eguet ober netra control da Lesen Doue. Cetu a-se ur merq eus ur guir garantez ac eus ur garantez parfet. Maes a ny a ell cridi gant guirionez hor be carantez evit Doue, ny pere ne fell deomp soufr netra evit Doue, ny pere ne fell quet deomp en em briva evintâ eus a blijaduraezou vaen ar bed, alies dangerus ha crimi-nel memes. Ret e caret Doue : ur virionez eo inspiret deomp gant an na-tur, ur virionez eo desquet deomp gant ar raeson : ar c’henta eo ac ar brassa Gourc’hemen a ra Doue deomp. Hor c’haret en deus a bep eternite; ac hor cTiarga a ra ê pep moment eus e zonaezonou. Ac èn oa ret, o vaDoue, goude quemense ho pize commandet din ho caret ? A ne oa qnet avoalc’h e bermeti din ? Cousgoude c’hui er permet ac en ordren din : ma alya, ma invita a rit d’ho caret dre recompansou eternel: ma gour-drous a rit eus a boaniou diremed, ma n’ho carân qùet; ha c’hoas nam eus me quet a garantez evidoc’h sioas din ! Ne de quet avoalc’h lavaret da Zoue dre hor c’homsou pe-naus er c’haromp, ret e diquez hor c’harantez dre hon euvrou, ac e tleomp beza bepret disposet da goll cjuement mad hon eus er bed, ac ar vuez memes, quent evit coll e garantez. Ac hou-nes eo an disposition eus hor c’halon-ny ? Ha ma ne de quet, pebes maleur evidomp! Ar garantez a so un donaeson a Zoue, ret eo eta he goulen gant ferveur ha gant humilite. 31 Maè. SANT LIBERAT.