Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/313

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Ne guemere 49 Mae. SANT EüZEN. 301 quen recreation na quen divertissamant neme o lenn Buez ar Saent, gant ur c’hoant bras d’o imita; castya a ree e gorf evit conservi ar burete ac e innocanc etouez an dangerou quer commun ebars er bed. Goude beza en em rentet Belec, e celebre an Oferen bemdez, habepret gant ur ferveur nevez. Santout a ree un doucder quer bras oc’h ober Oraeson, ma chomme alies eb songeal memes na da zibri na da eva. An Archidiacr eus a Roazon peini a anaye e squiant ac e santelez, er goulenas evit e Otficial; Sant Euzen a gue-meras ar garg-se abalamcur ma vele en devize eñni ar voyen da renta muy a servich’ d’an dud paour, d’an in-tâveset ha d’an orfelinet. An oll a admiras souden e spe-ret lem ha penetrant, e galon desinteresset, ac e lealdèt dre ar justhj mad ba pront a rente da bep-unan ; ha ni-cun eus ar re a golle o Froces dre an Officialite n’en em glemme eus ar setan^ roet gant ar Sarit en o enep. Pa gave tud var ar poent da vont ê proces, e assemble an daou barti en e dy, ac e rpe dezo da entent quer sclaer o affer, ma teuent peurvuyad’en em renta Justhj o-unan ha d’en em accomodi; ha pep-unan en em gave contant. An Escop eus a dreguer o clevet ar brud anezan, a c’hoanteas e gaout en e Escopti, ac er greas e Official; ar Sant en em acquitas eus ar garg-se ê Treguer gant ar memes garantez ac ar memes zêl evel m’en devoa graet ê Roazon. O veza bet lequeet da Berson ê Parres Lohanet ê Treguer, e labouras gant ur zêl infatigabl evit silvidi-guez e Baroisianis, ac e terminas an oll Procesou. Preseg a ree gant cals a onction, ha beza en devoa un talant Earticulier evit touich ar c’halonou ac o c’honvertissa. fn Usurer bras hanvet Thomas Querrimal, a voe quen touchet, ma teuas, o sortial eus ar Sermon, da zistribui e oll-vadou d’ar re ous pere en devoa graet gaou dre an interestou en devoa recevet; ac en ur guitaat ar bed, en. em rentas Religius ê Abati Begar. Sant Euzen n’en em gontante* quet da Brezeg en e Barres ebquen, e obera ree c’hoas er Par^siou di-var-dro, ac alies e ree meur a Sermon en ur memes devez. Ouspen-ze enem rente Avo- sant imm.