Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/308

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

296 SANT UBALD. 16 Mae. REFLEXI0N. Ne faut nemet un den santel en ur Gommunaute ac en un tieguez êvit convertissa dre exempl ar re indevota; maes ret e dezan evit quemense caout cals a zoucder ha cals a batiantet. Ar seitecvet devez a viz Maè. SANT PASCAL BELON. A.R Sant-mâ a ïoa guinidic eus a Rouantelez Arragon. E guerent pere a ïoa labourerien douar ac a veve var boez o divrec’h, a admire an natur vad ac an inclination gaèr a remerquent ennân evitar vertu. Choant bras o devoa d’èn lacaat er scol, maes beza ez-oant quer paour ma ouent obliget d’e lacât ètouez an estren evit divoal al loenet. Pascal, peini eus e gostez a ïoa ive c’hoantec da zis-qui, o veza cavet ar voyen da gaout un A B C, ne vanque 1 (Juet da vont liessa ma aile da gaout ar re a ouïe lenn, gueich unan, gueich un-all, ha d’o fidi en han Doue d^n disqui : er fsecon-ze e tescas souden lenn mad. Goudese ne vize muy guelet en dro d’e loenet nemet gant ul Levr devot benac en e zorn, pe e Rosaera peini a recite bemdez en enor d’ar Verc’hes Vary, evit peini en devoa un de*-votion special ha tener meurbet. Petra benac ma seblante e stad beza propr ha commod evit conservi e innoijan^, cousgoude e cave difficulteou ennân^ Ar re gant pere eïoa obliget da veva ne oant quet quer reservet na quer modest eveldân en o c’homsou nac en o actionou. Quemense a reas dezâ quemeret ar reso-lution da guitât ar bed, ê peini e cave cals a zangerou evit e silvidiguez. Mont a reas eta da ur Gouent eus a Urz Sant Frances taust d’ar Guaer a Montforr, ê pelec’h e oue recevet evit Breur d’an oad a naontec vloaz. Miret aree arReglen gant ur ferveur vras, ac e iequee e oll studi da ober pep-tra, an traou distera memes, gant un intantion santel ac er fae^on ar parfet