Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/305

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

293 quet pell eb recompans. Ar Roue o tont eus a Lisboon a go.uezas quer clan ma tisespere ar Vedicinet eus e ye-c’het : ar pez a lacâs un dristidiguez vras etouez an oll. Ecreiz an desolation-ze e teuzont da gaout recours da Jntercession Sant Isidor, ac an Autronez guenta eus ar Guaer a Vadrid a ordrenas ma vize douguet an Archet ê peini e conservet e Gorf Santel, d’ar Guaer ê peini edo clân ar Roue : an neventi-ze a reas ur joa vras d’an oll, dre ar fizianc o devoa ê Protection ar Sant; pep-unan en em breparas prônt evit assista er Procession : biscoas ¦ Ceremoni ne voe pompussoc’h na solennoch, seblan-tout a ree quent da un Triomf eguet da ur Procession : an Archet a voa var ur Brancard ornet gant ur magnifi-can^ vras : an dud a Ilis ac a noblanc var varc’h o tou-guen pep-hini ur c’houlaouen coar, gant ur c’hân ac ur musiq melodyus : un nombr bras a Charossou a zeue varlerc’h, ac ur bobl ihfinit peini a gresque bepret. Da un hânter leo eus a zemeuranc ar Roue e tigoueas ous-pen 0’huec’h mil den quên’Beleyen, quên Religiuset ha re-all,pere a zeue ê Procession eus ar Chaeriou divar-dro ac en em lacaas ê renq gant ar re-all. Map ar Roue gant ur gompaignunez enorabl a zeuas ur royat en hent evit diguemeret ar Relegou ac o accompaigni bete cambr e Dad, ê pelec’h edo an oll Famil Royal. An Arc’h dou-guet gant pevar Beloc ar re gpnsiderapla a IIis Madrid, a voe poset var un Trôn. Ar Roue peini a voe bet dili-vretdre ur Miracl dioc’h an derrien er memes instant masortias an Archet eus a Ilis Sant Andre, enem gavas pare parfetamant querqqent a ma antreas er gambr ac a rentas actionou a c’hra<2 da Zoue ha d’ar Sant gant san-timanchou bras a anaoudeguez-vad. Goudese e voe dizouguet an Archet ê triomf d’ar Guaer a Vadrid gant ar memes magnificanc ha gant ur rejouissang dreist-ordinal. Biscoas Roue ne recevas que-ment a enor evel ma voe rentet da Gorf al Labouret santel-mâ. Erbloaz varlerc’h e voe lequeet ar G’horf santel en un Archet preciussoc’h, evit ober peini e voe impliget tregont mil scoet eus a aour pur. 294 - sant ISID0R.