Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/290

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ARCHESCOP. 8 Mae lequeet er studi. Evel m’en devoa ur speret lem, c’hoant bras da zisqui, ha ma pellee bepret dious ar c’hoariou, e teuas souden habil bras. Neuse en em rentas Religius é Urz Sant Bernard; ac e cunduas er stat-se ur vuez quen humbl, quer mortifiet ha quer parfet, ma oue graet A-bad eus a Gouent Tamied ê Savoa. Oveza Abad, e exerce ur charite vras en andret ar beaurien ac an oll dremenidi, o boeta ac o logea oll a ree. An Abaty a Damied ne oa quet eb quen ui logeiz evit an estranjourien, maes beza e voa c’hoas evit-o ur scôl a silvidiguez dre an instructionou mad a ree dezo an Abad, ha dre an exemplou bras a vertu a velent en oll Religiu-set. An Abad santel-mâ ha quer charitabl, a oue choaset evit Arc’hescop eus a Daranteez. An Escopti-ze e devoa ezom eus ur Pastor vigilant, peini a lacazze un urz vad enni :4e ober a reas, a gueleteoueeberamser ur ferveur vras quên etouez an dud a Ilis, quên etouez ar bobl. En emblijout e ree ispicial ôc’h instrui an dud divar ar maes ac oc’h ober ar C’hatechis d’.ar vugale. E vadou a ïoa muy d’ar beaurien eguet dezan. Guelet é vige oc’h en em briva e-unan eus ar pez a vize servichet dezâ ous taul, evit e rei d’ar c’henta paour en em bresante, ha guelet e voe goude beza roet quement en devoa, o tivis-ca e zillat ecreiz ar goan, evit guisca ar beaurien. Be^a ez-oa ouspen-ze un jEI a beoc’h ê pep-lec’h. Dre e bru-danc ha dre e furnez e unanas an Duc a savoa ac ar Chont Sant-Gil, pere a ïoa var ar poent da gaout bresel etrezo, ac e tilivras evel-se ar savoa ac an Daufine eus ar maleu-riou pere a heul bepret ar vreseillou. Ober a reas ive ar peoc h etre ar Roue a Fran<j Louis seizvet ac ar Roue a Vro-Sauz, pere a edo ê bresel. Erfin oaget a drizec vloas ha tri-uguent, usetdreela-bourou ha dre e vortificationou, e varvas evel ma varv ar Saent, er bloaz 1175. Ar Mii^aclou bras en devoa grset en e vuez, ac ar re a c’hoarveas var eVe, a reas e Ganoniza c’huezec vloaz goude e Aaro.