Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/275

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

A SIEEN. 263 favorisa a eure ive eus a veur a vision ac ha apparition admirabl. He buez a so bet casi-oll burzudus ha miraculus, maes ispicial var fin e amser, pa he deus bevet adalec ar Cho-raïz bete Gouel an Ascansion dre voyen arGommunion santel, eb quemeret magadurez-all ebet. Ar Bara-ze eus an iElez, peini a receve bemdez, he mague ac a roe dezi un nerz surnaturel evit souten he mortincationou dreist-ordinal. Érfin ar Santes-mâ estimet ha reveret gant ar Pap Gregor uneevet, gant ar Pap Urban c’huec’hvet ha gant. ar Brincet, a varvas ê Rôm er bloaz 138o, d’an oad a dri bloaz ha tregont. MAXIMQU SPUUTCEL SANTES CATELL. 1. Un dra raesonabl bras eo caret Doue generusamant,- eb clasq hon interest nac hor profit hon-unan. Evit caout ar ga-rantez parfet-se, e tleomp songeal lia consideri peguement ez-omp caret gant Doue. 2. An den vertuzus a gar an dud-mechant ac impi memes, dre ur raeson ac ur princip surnaturel, abalamour ma zint crouet ervez an Imaich a Zoue. 3. Ne deus nemet ar pec’het a guement a alleur henvel drouc 4. Ar guir humbl a andur gant patiantet ha memes gant joa pep seurt controliez ha pep sort adversite. REFLEXI0N. Mam Santes Catell a Sieen e c’liargas casi eus a oll labour ac eus a oll sourci an tieguez, quemen-se ne viras quet ne oa be-pret unisset gant Doue dre an Oraeson, abalamoùr m’e devoa graet ur Retret ac ur Solitud é guelet he c’halon, ê pelec^h en em retire evit en em antreteni gant Doue. Hoc’h oll labourou ne virint quet ouzoc’h na viot un den interieur ha receuillet, mar grit evel ar Santes-mâ ur Gabinet, pe un Oratorie ê goelet ho calon, evit en em retira eno a am-ser-da-amser evel en ur Solitud, e creiz ho prassa occupationou. ün Hermit en e Zesert a ell caout e galon ac e speret occupet ha distret dre ar sonch ha dre ar represantation eus ar bed, ma ne de quet sourcius da arreti e imagination, ha da vortifia e squianchou naturel; maes ive un den ecreiz ar bed, a ell beza recueillet ac unisset gant Doue e touez an tregac eus e afferiou