Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/243

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

quetJcousgoude a guemen-se, greomp c’hoas hor possibl da imita an exemplou mad a velomp.  % Ar pevarzecvet devez a viz AbriL SANTES LIDUVINA, GUERCHES Pliget gant Doue, peini ervez ma tesq deomp an A-bostol Sant Paul, a so un Doue a batiantet ac a gonso-lation, rei deomp ar memes desir ac ar memes couraich da anduri gant patiantèt un dra benac evintâ, evel m’en deus roet da Santes Liduvina. Ar Santes-mâ guinidic eus an Holand’, ha paour a vadou ar bed, a gavas cousgoud^ meur a fortun-^vad dre’n abec m’he devoa ur guenet bras ha cals a furnez ; maes ar Plac’h santel-ze peini he devoa c’hoas muy a vertu eyit a c’henet, ac a zesire ispicial conservi he vir-giaite epad he buez, a bedas an Autrou Doue da lemel diganti ar guenet-se, ha d’he renta difse^on, evit na zeu-zie muy den d’he goulen ê dimizy. Da benn neubeut amser he clânvas, ha Doue evit o-ber anezi un exempl bras a batiantet, a bermetas ma voe affliget epâd eiz vloaz ha tregont gant clênvejou • quen estrainch, ma oa un euz he guelet; ha bepred he anduras he foan gant ur peoc’h admirabl ha gant ur jôa vras interieur. Comprenomp dre eno peguement a ell ar cyhorf da soufr, pa vez an enc leun a garantez Doue* Mar boa bras he fatiantet, he c’harantez evit he nes-sa ne voa quet neubeutoc’h admirabl. Pa velas ez-oa he mam prest da vervel, he ofras evit-y da Zoue an oll boan ac an oll anquen he devoa anduret bete^n amser-ze evit obteni dezi ar c’hrac da gaout ur maro eürus. > Un den debochet bras o veza deut un deiz d’e guelet, ar Santes goude beza en exhortet da gench bue^, er pe-das en hân-Doue da chom un nosvez gourveet var ur memes costez hep flaich, ha da songeal er poaniou di-remed a andur an eneou maleürus en Ifern. An den-zea sentas out-y, ac en em gonvertissas. 232 SANTES LÏDUVINA. \ 4 Abril.