Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/241

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

229 \ An tân o veza oroguet en uñ ty eus ur Voutc’h pe ur Bourg, peini ne voa quet peli dious e Hermitaich, an a-vel a zougue queit ar flam, ma voa ar Vourc’h en danger bras da veza devet oll. Ecreiz an dristidiguez ac an dis-consord-ze e voe casset un den expres da bidi an Hermit santel d’o sicour dre e bedennou. Quer buan a ma voe avertisset, e pignas var ur roc’h huel a belec’h e vele an tân : o veza en em lequeet eno var e zaoulin, e pedas an Autrou Doue da sellet a druez ous ar bobl paour-ze; ac er memes instant e teuas an tân da vouga. Cac a reas ar memes den d’o exhorti eus e bersda drugarecât Doue eus ur c’hra<j quer bras. Erfin oaget a zec vloaz ha tri-uguent, ha leun a vertu, e rentas e speret eürus da Zoue er bloaz 1487. Miret a rêr e Saé evel un dra precius ê Ilis an Tadou Jesuistet eus a Lucern. REFLEXION. An Den santel-mâ en e yaouanctis, er stada briedelez, er c’hclmmerc eus ar bed, en Arme, en e flermitaich, a so bet bepret ar memes, ac e peb-lec h en deus en em sanctifiet muy-oc’h-muy. Mar hon eus ur guir volonte d^en em sanctifia, nac hon oad, nae hon etat, nac hor c’hondition ne virint quet ou-zomp n’er gr^imp. Ne deo quet ar voyen a vanq depmp d’en em renta Saent, mees ar volontez vad eo a vânq deomp, sioaz! An Irizecvet devez a viz AbriL SAIVT HERMENEOILD, MERZER. Hermenegild rriap da Roue ar Visigotet, a ïoa en e yaouanctis Heretiq evel e dad; maes ar Pripcyaouanc-mâ en em gorivertissas d’ar Feiz en un assista èn Tnstructio-nou ac ê Sermoniou Sant Leandr Escop a Seviil. E dad a reas e bossibl evit ober dezâ cench Relrgion; ac evel-m’er c’have bepret ferm ha constant er Feiz, e tennas di-gantâ air oll madou en devoa roet dezâ, ac e reas e zer-c^hel en ur prison. / 230 SANT HERtaENEGILD