Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/238

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

N. 4 I Abril. Escop. Biscoas an Ilis ne devoa bet er memes amser que-ment a Adversourien da gombati, ha biscoas ive ne devoa gouneet quèment a victoriou evel ma c’houneas dre ar vigilang ha dre ar zêl ardant eus ar Pontif santel-mâ. Preservi a reas ive ar Guaer a Rôm eus a veur azrouc. Ur Roue Barbar hanvet Attila, o veza deut en Italy gant tin Arme terribl, a lequeas ê tân ac ê ludu meur a Guaer ha meur a Ilis. An Habitantet eus a Rôm, pere en em vele exposet d’ar memes maleur, o devoe recours d’o Fastor santel; ha leun a fizian^ er c’hridit en devoa di-rac Doue, er pedzont dre ho c’hry ha dre ho daélou d’o dilivra eus un danger quer bras. Ar Pastor mad ha carantezus en ur lacaat e oll fiziang en hini a zalc’h en e zâouarn calonou ar Rouane, a yeas quer buan da gavout Attila : coms a reas ounta gant un nerz, gant ur vajeste, ha gant ul loquanc quer bras, ma teuas ar Roue-se da zistrei var e guiz. Ar Roue Genseric o veza ur veich-all surprenet ar Guaer aRôm, abermetas d’e soudardet pilla quement a alzent cavout. Sant Leon a obtenas digantâ na vize quet devet Quaer, ne vize lazet den, ha ma vize espernet an Ilisou. Un dristidiguez ac ur baourentez vras a ïoa ê Rôm : ar Pastor santel a reas, santout d’e bobl penaus ar pen-caus eus a guement a va-leuriou oa o ingrateri ê quêver Doue, an disprijan^ o devoa graet eus e avertissamanchou, ac an dispignou vaen lia foll o devoa grset a-ziaguent: o c’honsoli a reas gou-dese ac o sicour dre e alusennou. Erfinar Pap bras-mâ, tad ar beaurien, sclerigen ar bed christen, ac admiration ar bed-oll, a yeas da receo e fecompanc en Eê, er bloaz 461 > goude beza gouvernet an Ilis epad ur bloaz varn-uguent. Leset en deus dre scrid tri c’hant ha seitec Jnstruction gaêr, leun eus a un Doctrin Celestiel ha Divin, var ar Mysteriou eus ar Religion, ha var ar Goueliou principal eus ar bloaz. Cetu amâ hinienou eus e. VAXIM0ü SPIRITÜEL. \. Ar furnez christen ne gonsist quet o coms nac o raesoni mad ha just var traou caér ha santel memes, maes er guir humilitôv • 11 Abtil. sant leon.