Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/233

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

221 Erfin Sant Hospis goude beza pratiquet mortificatio-nou quen extraordinal epad pemzec vloaz, a glanvas. Tri devez abars mervel, o veza tennet e chaden, an an-dret-se eus e gorfen em gavas goloet ha debret gant ar prênvet. Goude beza recevet e Sacramanchou diveza, e varvas gant ur visaich douq ha joaus, er bloaz 581. reflexion.< Na varnil quet, evit na viot quei barnet; ear barnet e viot ervez ma ho pezo barnet ar re-all, eme Jesus-Christ en Aviel Sant Vaze. En ur varn ho nessa, en em exposit da ober ur ju-geamant temerer, car an apparanc a dromp alies. Sant Hospis, dren’ abec ma voa carguet a chadènnou, a voe quemeret evit ur c’hrimineï, ha cousgoude ez-oa ur Sant bras. Estimit ar re-all-oll guelloc’h tud ha vertuzussoc’h evidoc’h : ne oufac’h quet jugi gant re a faveur eus o actionou. Mar guelit un action benac fall en exterieur ac ervez an apparanc, na gondaounit quet evit-se ho nessa : marteze an ignoranc pe an intantion vad en deus, èn rend divlam dirac Doue. Ac e ve anad ha patant ar c’hrim eus o nessa, ne de quet deoc’h evit-se d’e varn, maes da Zoue. Pa velit ho preur couezet en ur faut benac, songit a ne doc’h quet oc’h-unan coupabl eus ar memes faut, pe martese eus un all brassoc’h. Ma n’en em santit quet coupabl, bezit bepred humbl, trugarecaït Doue da veza ho preservet, ho pet truez ous ho preur, pedit Doue evintâ, songit enoc’h-oc’h-unan, en em examinit ae.en em varhit oc’h-unan. An navet devez a viz AbriL SANTES VAUTRUÜD, INTANVES. Saktes Vautruud guinidic eus a Austrasii, aïoamerc’h da Sant Valber ha da Santes Bertill, ,c’hoar da Santes Aldegônd, ha pried da Sant Maldeger. En amser ma voa c’hoas bianic he chfclaoue gant attantion vras aninstruc-tionou santel a ree dezi he Mam, ac he profitas anezo. Ne anaveas ar bed ac e vaniteou, nemet evit ho dispri-jout; heulia a ree he Mam ê peb-lec’h, ac he sicour a ree en he oll