Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/222

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

egyptianes. 3 Abril. pave gant he daélou; ha gpude beza purifiet he Ene dre ar Sacramant a Binigen, he partias evit mont er Solitud, ê pelec’h he praticas ür binigen eston epad seiz vlaos ha daou-uguent, en ur veva gant griziou lousou eb quen. Un ïlermit santel hanvet Zosiim, o veza eet un deiz doun en Desert, a râncontras anezi. Seblanti a ree dezân guelet ur spês, quement e voa cenchet ha defiguret gant an heaul ac an amser; maes ar Santes en em strincas d’e dreit oc’h e c’hervel dre e hano, petra benac nhe devoa biscoas e anaveet: Tad Zosiim, emezi, roït, me ho ped, ho penediction d’ar vrassa pec’heres eus an douar. Dis-cleria a reas deza an disurzou eus eyaouanctis ac ar gom-bajou horribl he devoa bet da souten, an tentationou bras abers an drouc-speret ac abers ar c’hiq gant pere ez-oa bettourmantet epad seitec* vloas en Desertmemes; ac he ajoutas erfin penaus ma ne voa quet en em gollet, ez-oa un effet pur eus a visericord an Autrou Doue. Neuse Sant Zosiim oc’h en em brosterni e fac ous an douar, a lavaras : meulet ravezoDouepeiniascuillgantquement a abondan^ an tensoriou eus e visericord var ar re a c^hoanta o receo. Pidi a rân an Doue-mâ a vadelez da rei deoc’h e venediction, ha da achui enoc’h an ouvraich a berfection en deus commancet. Meulet ra viot da jamaes, ô va Doue, da veza graet din anaout ar faveriou aaccor-dit d’ar re o deus ho tougeanc. O peguer guir e ne aban-donit morse ar re a laca o fizianc enoc’hl Ar Santes, goude beza e bedet da zont d’he"Sacramanti d’ar Yaou Amblit var bord Rivier Jourden ê pelec’h he c’hafse, en em dennas pront en he Desert. Zosiim ne vancas quet da zont d’an deiz m’en devoa prometet dezi; ac ar Santes a erruas er memes amser entu-all eus aStaer Jourden. An difficulteoa da dremen ar Rivier; maes ar . Santes o veza graet Sign ar Groas, a guerzas var an dour, evel m’he devize graet var an, douar. Goude m’he devoa bet an heur da receo âr Gommu-nion, he c’houlennas ar c’hrag digant Zosiim, quenta gueich ma teuze en Desert, da zont c’hoas d’he c’havout er pla§ quenta m’he devoa-hi cavet: eno, emezi, em c’hefot er stad ma pligeo gant Doue. Da benn taust da 3 Abril. santes mary egyptianes. 211