Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/218

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

hanter-cant vloaz ma voe Escop, ne sellas morse ous ur vreg en e fa<j; labourat a ree da unani ar re a ïoa savet division etrezo; ac e ober a ree quer calonec, ma en em daule eharz o zreit evit o angangi d’en em reconcilia; en ur Gôfes pec’herien bras, e scuilie ur mor a zaélou, o tisquefc dezo dre eno ar pez a dlient ober o-unan. Doue evit purifia muy-oc^h-muy e galon, a bermetas ma voe tourmantet epad daou^uguent vloaz gant tenta-tionou rust ac humiliant, ous pere e resistas bepret gant ur gouraich ferm ha constant; ouspenze e soufras un drouc penn casi continu epad ouspen tregont vloaz. En e glênvet diveza en devoa bepret dirag e zaoulagat e Grucify ac Imaich ar Verc’hes Vary. Pa zeue da vore-ry, ne oa ret nemet pronong dirazân an hano santel a Jbsus ac a Vary evit e zihuna. Ne ancouas quet ar beau-rien er moment diveza-ze, ac o tesirout mervel paouroc’h c’hoas evit-o, e ordrenas distribui dezo quement tra a ïôa chomet gantân. Erfin oaget a bevar-uguent vloaz, ha leun â veritou, e rentas e ene da Zoue.er bloaz i i3a. replexion. Tad Sant Hùg ac e Vam o deus bet ar gonsolation gaèr da veza betjassistet var o maro gant o map, peini a ïoa un Escop quer santel. Meritet o devoa ar gonsolation-ze dre an exempl vad ha • dre an descadurez christen o devoa roet dezâ en e yaouanctis. A c’hui a feü deoc’h receo consolation digant ho pugale ? Ins» truit-o mad, inspirit dezo abred dougean^ ha carantez Doue, ha certen o devezo douffeanc, respet na carantez evidoc^h. Ur c’hrouadur desquet-mad, ur c’hrouadur fur a so gloar ha con-tantamant é dad ac e vam, evel ur map goall desquet, ur map mechant ha Ubertin a vezo abred pe diveat o disenor ac o brassa chagrin. \ ___ <« l An eil devez a viz Abril. SANT FRANCES A BAITL. Ar Sant mâ guididic eus ar Gua?r a Baul ê Calabr, en 2 4brU. - sinr raAüces a baul