Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/216

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Doue a ziselerias e Santelez souden goude e varo dre un noinbr bras a Viraclou. Escop Verseil a raport c’hue-zec Miracl a c’huec’h uguent, bras meurbet, ac ispicial ê faveur ar re a goueze e drouc Sant Yan. Ar Pap Inno^ant unecvet eus an hano-ze, en deus roet ar bermission da ober an Ofi§ en enor d’ar Princ eürus-mâ en oll Stajou eus an Duc a Savoa. reflexion. Cals a dud a glasq beza estimet, enoret ha distinguet etouez nr re-all; alies memes e reont cals a zispign evit quemense : prena quér a reont un neubeut poultr a daulont ê daoulagad an dud, ha peurvuya ne rêr nemet goab anezo goude-se. Ari Duc eürus Amedee a so bet respetet ac estimet meurbet gant e oll bobl epad e vuez, ha muy c’hoas goude e varo. Da betra ef-èn dleour eu$ an istim ac eus ar respet universel-ze ? D’e vuez ïnnocant, d’e garantez evit ar beaurien, ha d’e zevotion. P’eur e teui an exemplou-mâ da ober impression var hor c^halonoù! Âr chenta devez a viz Abril. SANT HÜÜG, ESCOP. A.r Sant-mâ aïoa guinidic eus an Daufine. E dad hanvet Odilon, Digentil devot meurbet, goude beza roet mer-cou eus e gouraich ê servich ar Roue, en em retiras en ur Gouent d’an oad a zaouzec vloaz ha tri-uguent, * evit achui eno e vuez. Er Gouent-se e vevas c’hoas tri-vec’h vloaz er praticr eus ar brassa pinigen, ac e varvas etre divrec’h e Vap Sant Hüg, Escop en amser-ze eus a Grenobl, digant peini en devoa ive recevet an diveza Sa-cramanchou. E Vam vertuzus a braticas en he zy an oll vertuzioii he devize gallet pratica en ur Gouent : rei a ree d’an Oraeson ha d’an euvrou-mad an oll amser a chome gant-y goude beza lequeet urz en he zieguez. He modesti, he devotion ac he alusennou bras he rentas souden au e-xempl ac ar squêr eus ar graguez christen. O veza coue- 1 AbliL sant