Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/205

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

vizMeurs. SANT YAN, HERMIT. A.r Sant-mâ quer brudèt en e amser dre e vertuziou, a ïoa guinidic eus an Thebaïd. Ar baourentez eus e gue-rent en obligeas da zisqui ar vecher eus a Galvez; maes Doue peini en devoa-èn destinet evit ober anezan un exempl a berfection d’an oll Hermitet, en inspiras d’en em retira en Desert evit labourat eb quen evit silvidi-guez er pratiq eus ar binigen. D’an oad a bemp bloaz varn-uguent, goude beza quemeret conge digant e Vaestr, ez-eas d’en em lacaat didan direction un Hermit ancien, peini o cavout ennan cals a humilite gant un obeissan^ parfet, a reas dezân ê ber amser avan^ meur-bet er vertuziou. Goude ar maro eus e Zirecteur en em retiras var ur -Menez huel diou leo dious Licopl. Sevel a reas e Hermi-taich en ur garrec creus, ac e vevas eno bete an oad a zec vloaz ha pevar-uguent, quent ec’his un JEl eguet ec’his un den. Miret a ree ur silanq perpetuel : ar pez ne vire quet cousgoude na roe avisiou mad d’ar re a zeue d’e gonsulti var afferiou o c’houstian^ pe o silvi-diguez; ober a ree memes dezo un diguemer-mad ha gracius bépret : maes bùscoas ne bermetas da vreg ebet tostaat ous e Hermitaich. Undevez e tigoueas^en e Solitud seiz Religius eus a Jerusalem. Ne vancas quet d’o receo gant cals a garan-tez : o derc’hel a reas gantân tri devez, ac e cavas ar voyen da ober fournissa dezo o oll ezomou : goulen a eure digant-o petra en devoe graet dezo antrepren ur veaich quen hir. ArHeligiuset o veza respontet e tèuent evit guelet o-unan gant o daoulagat propr ar pez o devoa clevet eus a quen-alies a Hermit santel a ïoa er ciiarter-ze, elavaras dezo : soueset oùn, vabreudeur, e vec’hdeut quer pell evit guelet ar pez a illit cavout en ho ty; car petra a velot-u oc’h hor guelet-ni, nemet ar pez a so 13 494 ’ sant ¥â*n, hekmi