Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/204

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

26 Mears. raad ha quen agreabl, ne barlantas quet memes dezân eus ar c’nlemou a voa graet en e enep, ac en exhorti a eure da gaout bepred ar mcmes ardeur evit servich Doue ac ar memes soijrci eus e bobl. Labourat a enre en effet bete ar maro evit gloar Doue ha sanctification e oll bobl. En deiz diveza eus e vuez, goude beza graet ur Sermon en Ilisha lavaret adieu d’an assistantet, en devoe ar gouraich da vont da un Ilis-all diou leo ac’hano, ê peini e celebras an Oferen ac e réas c’hoas ur Sermon, o sacrifia evelse da Zoue ar pez a cho-me gantan a vouez ac a nerz. Goudeze e tisclerias d’ar re a voa en e gompaignunez penaus-e tlie mervel en nos quenta; ac o veza recommandet dezo anterri e Gorf er Vered, ne songeas mui nemet da ober da Zoue ar sacri-üq eus e vuez. Leun a feiz, leun a fizianc ha carantez e rentas e Ene d’e Grouer un neubeut goude hanter-nos. E varo precius a erruas var-dro ar bloaz 809. E Gorf a voe lequeet er Vered, evel m’en devoa goulennet; an Anterramant a voe graet gant ur solennite vras, ha Doue a enoras e Ve a gals a Viraclbu. reflexion. c * - Sant Ludger, en amser ma lavare e bedennou, p veza bet galvet da vont da gavout an Ampereur, a respontas e parlante ous ur Maestr brassoc^h evit an Ampereur, ac a gontinuas ar pez en devoa commancet. Petra lavaro goudeze ar re a zeu da zilesel pe da ziscontinui o fedennou evit an distera tra ? Ma sonfchemp, pa leveromp hor pedennou, er Vajeste vras a Zoue ôus peini e parlantomp, gant pe seurt respet, gant pebes attantion ne zeufem-ni quet d’o ober ? ha petra ve capabl d’hon distrei diout-o ? Eil Reflexion. An Escop santel-mâ a c’houlennas dre humi-lite beza enterret er Vered. Ar re er goulen evel-dan a zisquez ez-int humbl; maes ar re a fell dezo beza enterret an Ilis en despet d’an ordrenancou eus an Ilis memes, a zisquez ez-int superb. A betra e vezint-ii guell eta evit lacaat o c’horf en Ilis, mar deuont da zisplijout da Zoue dre o superbite ? Songeomp bepret en hor buez ac en hor maro da blijout da Zoue ha da dostaat ountâ dre hon humilite, ha na sourciomp quet peléc^h ez-aï hor c’horf da vreina. TlMeurs. sant yan, hermit. 493 _____ t____*~_ Ar seizvet-varn-uguenl a