Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/193

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

1. Grit an oll vad a allot, ha credit bepred noc’h eus graet netra. 2. Evit beza parfet, ho pezet ur galon humbl, ha carit Dbue ac lio nessa dre ur garantez pur ha desinteresset. 3. Petra na refem-ni quef, ma sonchemp ervad er c’hom-sou divin-mâ : clasquit da guenta Rouantelez an Eè, ac e que-fot pep-tra. 4. Seul vuy a reomp evit Douer seul vuy a crhracou a re-cevomp diganta. 5. An hini a oar pidi mad, ne squiz morse o pidL 6. An nep a sonch bemdez er maro nyen deus quet aoun da vervel; ac an nep a sonch er Barados a gaf douc ar maro. 7. Ar guella moyen evit ober ervad e oll actionoueo son-geale vezer guelet gant Doue ê peb-lec’h. reflexion~ Sant Beneal en e yaouanctïs a guitaas a grenn egonsortet^ quentre ma velas^ e commancent da guemeret re a liberte. Disquit dre e exempl da bellaat diouz ar goal gompaignunez. Ma comprenac’h mad peguen dangerus eo ar goal gompagnu-nezou, e tecliac,h prontoc’h diout-o, eguet na dec’hac’h arauc ur serpant, pe arauc an tan.. Eil Reflexion. Ar Sant-mâ n’en devoa quet quent graet sign ar Groas var ar pez a ïoa presantet dezan da eva, ac ê peini emedo ur poeson, ma teuas ar veren da derri. Descomp dre quemen-mâ an avantaich a so da venniguen ar boed. Pa en em lequeomp ous taul bezomp fidel da offri da Zoue ar repas a zeomp da guemeret: quemeromp-èn, non pas evit contanti ar sansualiter maes evit gallout goudeze servicha Doue, en ur ober hon labour ervez hor c’hondition. Heuliomp an avis a ro deomp an Abostol Sant Paul: Pe c’hui a zebro, pe chui a evoy pe c’hui a ral un dra benac-allf grit-èn evit gloar Doue. Trede Reflexion.. Evit chasseal ar songesonou dishonest gant pere e voa importunet, en em ruillas var an drez ha var ar spern; ha Doue evit, récompansi e fidelite a reas dezân ar c’hrae ma voe delivret evit bepret eus ar seurt tentationou-ze. Resistomp gant couraich ous an dentation, ac e recevimp digant Doue un nerz nevez ha gracou creoc’h. Resistit ous an drouc-speret, ac e tec’ho diouzocli : an adversour-ze eus ar silvidiguez o velet e collô gweneoc’h elec’h gounit, a zeüi d’ho tilesel. f 482 SAïlTJB