Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/187

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ez-ouc’h disquennet eus a Ligne David eus a beini e tle dont ar Messii; ne de quet eb dessein en deus an Autrou Doue roet deoc’h Mary evit Pried : ar Chrouadur peini he deus concevet en ur fsecon miraculus dre vertu ar Speret-Santel,a so Salver ar bed, Map-uniq d’an Tad E-ternei, ar Messii desiret ha gortoet abaoue queit amser : rei a reot dezâ an hano a Jesus, evit rei da anaout d’ar bobl ez-eo an hini a dle o frena ac o savetei, Ar Sant-ma en eevoe an eur da velet e Salver adorabl ganet ê Bethleem, ha da velet ar Bastoret ac an tri Roqe eus an Oriant o tont d’en em brosterni dirag ar Chrouar dur divin evit e adori. Neubeut amser goude ur gonsolation quer caér, Doue en affligeas ac en eprouvas dre an tribulation, evel an aour er fournes. Un NX en avertissas eus an intantion impy en devoa Herodes da ober mervel ar Chrouadur Divin, ac a ordrenas dezan quemeret ar Chrouadur ac en em savetei gant e Vam en Egypt. E resination barfet d’an urz eus ar Brovidanc na bermetas quet dezân dale ur moment : leun a feiz ac a fizianc ê DouCj e partias var an heur evit an Egypt, ac e chomas eno quen a 6r-drenas dezâ an jEI, goude niaro Herodes, di§trei d’e Vro. Neuse en em dennas d’e Guser aNazaret gant ar Verc’hes 6aritel ac ar Chrpuadur Divin. Eno e veve, eb beza anavezet, ar Famill santel-mâ, an enorapla ac ar respectapla a voe biscoas ac a ouffe beza biquen. Sant Joseph na vanque quet d’en em renta pep bloaz gant ar Verciies Vary ê Jerusalem evit celebri Gôue-liou Pasq. Jesus d’an oad a zaouzec vloas a yeas ive gant-q evit celebri ar Gouel, ac ar Sant bras-mâ eñ devoe eno ar gonsolation d’e velet o tisput ous au Doctoret ebars en Templ. An Aviel ne lavar quen deomp goudese eus a Sant Joseph, nemet penaus o veza distrbet da Nazaret, Jesus a obeisse dezân evel d’e Dad. Mses petra ouffer lavaret caéroc’h ha gloriussoc’h evintâ-ac a raé deomp anaout guell e virit ac e santelez dreist-ordinal, eguet lavaret * en deus Jesus-Christ pbeisset dezaïi ac en deus e garet ac enoret evel e Dad ? \ 476 SANTT JOSEPfl.