Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/180

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

468 SAHT ABRAHAM. 46 Meurs. Ar éhuezecvet devez a viz Meurs. SANT ABRAHAM, HERMIT. Ar Sant mâ a ioa guinidic eus a^Mesopotamii. Goude beza tremenet e yaouanctis gant cals a zougean^ Doue, e fallas d’e dad ba d’e vam e zimizi. Caér en devoa re- gresanti dezo ar c’hoant en doa da guitaat ar bed , e oursu a rezont quement, ma consantas gant aoun da zisoblija dezo. En devez ma eureugeas, o santout crisaui muy-oc^h-muy en e Ene an desir da rei e galon da Zoueeb par^ taich ebet, ha creêt dre ur c’hra<2 particulier, e sortias secretamant eus an ty, ac en em dennas en ur c’haver», en intantion da dremen eno e vuez. E Guerent afïliget a gassas tud partout evit clasq auêlou anezan, ha da benn seitec deves er c’hefsont. E dad, e vam ac e bried er pedas gant cals a zaélou da zistrei d’ar guaer; maes coms a reas dezo gant quement a nerz eus a vanite ha dange-rou ar bed, ma voent touchet dre un exempl quer bras, ha ma teuzont oll da gonsanti d’e lesel da neulya an inspirationou divin, ac e tremenas eno hanter-cant vloaz en ur binigen vras, o veuli Doue nos ha deiz. Beza en devoa un nizes peini en eiti lesas da veza goal-let dre an importunite eus un den maleürus. Ar c’hrim-ze he zaulas en disesper; ac elec’h ober pinigen ac ur Gonfession vad eus he fec’het, he teuas aen em aban-doni d’ar brassa disurzou. He Yontr santel o veza anavezet queménse dre ur re-velation, ne oufer quet layaret peguement a zaélou a scuillas, na peguer nras pinigen a reas evitobteni di-gant Doue he c’honversion. Monta eure d’he c’havout, ac e lavaras dezi dre zousder : va merc’h, dre garantez evidoc’h oùn deut betec amâ : ne zeuan qüet evit ober deoc’h rebech ebet, anaout a rân peguer bras e hor fragilite, maes ho pidi a ran da gaout truez ous hoc’h Ene ha da zistroï ous Doue. 4 6 Menrs.