Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/179

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

0NGIN, 467 presanchou, ne alzont biscoas ober dezan teve-. Prezeg a ree bepred ac ê peb-lec’h penaus e voa Jesus resusci-tet; ac evit gallout e ober gant muy a liberte, ez-eas gant daou eus e soudardet da Gapado^, e pelec’h e pre-zegas gant quement a nerz Passion ha Resurrection Map Doue, ma cargasja gonfusion ac a vez ar Yuzevien pere o devoa e grucifiet. Ar re-mâ evit^en ém vengi,a zeuas^ / d’e accusi dirac Pilat, peini evit plijout dezo a gassas Archerien d’e gla$q, gant urz d’e lacât d’ar maro. Ar c’habiten santel-mâ oc’h ouzout er c’hlâsque an Archerien dre Guaer, elec’h en em guzet evel m’en divi-ze gallet, a gomsas out-o, eb cousgoude en em rei da a-naout dezo neuse. Obera eure dezo offr eus e servich, ac o fidi a reas gant cals a civilite da antren en e dy : goude beza roet dezo da zibri ha da eva, ac ho zretet en ur fae^on carantezus, e lavaras dezo : ma mignonet vad, deut oc’h amâ a berz Pilat evit en em sesia eus a Longin, chetu m^ amâ, me va unan èo, ma c’hemeret hardi, ha grit din mervel. Salocras, ement-y, ne raimp quet que-mense car a-nes tremen evit tud ingrat, ne ellomp quet ober displigeadur ebet deoc’h. Displigeadur ebet, a res-pontas ar Sant : me el lavar deoc’h ac oc’h assur penaus ar brassa pligeadur a illit da ober evidon, eo ober dfn mervel Merzer. O veza lavaret quemense, evit disquez e gontantamant ac e joa, e quemeras un habit vènn, pre-santi a reâs e c’houzouc, ac e voe dibennet var ar plac. refle xion. A c*hui a so afliget, melcôniet, poaniet, injuriet, eb souten, eb consolation ? En em retirit a speret er c’hostez adorabl eus hor Salver, chetu a*se ho cre, eno e quefot ho consort : livirit, deza ho poaniou, maes chelaouit-èn pa lavaro deoc’h ive e boaniou. A c’hui a so tentet da zisesperi eus ho silvidiguez abalamour d’ar c’hrimou oc’h eus commettet, ho pezit recours da Jesus, en em dennit er Gouly eus e Gostez, ac e lavaro deoc’h : ene paour, a c’hoant am be-me da taouni, goude ma zoiin deut da vervel evidout ? Va Divrec’h a so astennet var |ir Croas evit da vriata, va Chostez a va Chalon a so digor evit da receo.