Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/174

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

rs. tam bara, pe ur verennat dour memes, roet da ur paour eyit asten e vuez, pebes recompans n’o devezo quet ar re a brocuro • d’o nessa ar vuez eternel ? Labourit eta dious ho callout evit silvidiguez ho preudeur; ampechit na vezo Doue offancet; grit ho possibl evit ma vezo enoret; liquit urz vad en ho ty, etouez ho servicherien ; elevit ho pugale ê dougeanc Doue, ha roit ê peblec’h exempl vad d’an ou. ’ . An trizewet devez a viz Meurs. SANT GREGOR, PAP HA DOCTOR EUS AN ILIS. Ar Sant-mâ a ïoa Map da Gordian Senateur Romen, ha da Santes Silvia, pere a roas dezan undescadurez caér ha christen; ha peb-unan a admiras souden e speret excel-lant, e locan^ vras ac e vertu dreist-ordinal. Goude maro e dad, e reas batissa divar e goust e-unan c’huec’h Gouent ê Siciil, ac un-all ê Rôm hanvet Sant Andre, ê peini en em rentas Religius ac e cunduas ur vuez angeliq. Ar Pap Pelage o veza maro, e voe choaset en e blac. Quentre ma clevas quemense, he humilite a reas dezâ mont d’en em guzet ê creiz ur c’hoat bras; maes caér en devoe, cavet e voe ha cunduet da Rôm, ê pelec’h e voe Sacret d’an drede a viz Guengolo eus ar bloaz 590. Diaez eo compren an oll vad en deus graet ar Pap bras-mâ er Güaer a Rôm ba dre an oll bed christen. Derc’hel a ree scrivet en ul Levrhanoïou an oll beaurieneus a Rôm ha divar dro, da bere e roe an alusen ervez o necessite ac o c’hondition. O veza clevet ez-oa cavet maro ur paour, e voe quen touchet, ma reas evit-se pinigen epad tri devez, gant aoun na vize maro ar paour-ze gant an dienez, dre e faut. Bemdez e roe da zibri ous e daul d’ar Belerinet paour; maga a ree ê Rôm tri mil Leanes, ac e lavare pe-naus o fedennou adennevarGuaer benedictionou an Èe. O velet ar sourci a guemere da regli ar Guaer a Rôm, ha da soulagi an oll beaurien, e vige bet credet n’en divize