Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/165

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Goude beza baleet un hanteï-heur etouec ar flammou evit savetei ar beaurien clan ac o gueleôu, é sorfias eb drouc ebet. Pebes sicour, pebes assistanc* da dleer quet da esperout pa labourer evit Doue, ha pa lequeer e fizianc ennan ! Trede Ref/exion.. Pa c’houlenne ar Sant-mâ an alusen evit e beaurien, e lavere d’an dud : ho pezit carantez evidoc’h oc’h-unan ; grit vad deoc’h oc’h-unan. Leveromp ive deomp hon-unan ar memes tra, pa roomp an alusen; songeomp hacredomp penaus ê guirionez e reomp muy a vad deomp hon-unan evit na reomp dar paour; car evi madou temporel a roomp, e acqui-sitomp madou eternel. An navet devez a viz Meurs. - SANTES FRANCESA, INTAVES. Ar Santes-mâ peini a alleur gant raeson proposi evit ur sguêr ac un exempl a vertu d’an oll merc^het ha graguez christen eus a bep stat ac eus a bep condition, a ioa guinidic eus a Roni ac eus a lignez nobl. En he yaou-anctis he devoa ùn dougder admirabl, ac he brassa pli-geadur oa en em retira en ur pla^ benac a gostez evit en em antréteni gant Doue en Oraeson. O veza bet demezet fors yaouanc, ne songeas muy nemetf d’eñ em sanctifia er stad-se oc’h en em acquita ervad eus he oll deveriou. Studial a reas da guenta da anaout speret ac humor he friet; evez mad a lequee ous quement a alze displigeout dezâ ha troubliar peocii; obeissa a ree dezân ê pep tra; ac o daou o devoa an eil evit eguile ur garantez ac ur respet quer bras, ma vefsont daou-uguent vloaz assambles eb ma savas biscoas etrezô an distera division. Neubeut a gaver a zimiziou queii eürus, abâlamour ma eus néubeut azimiziou quer santel. Daou grouadur o devoe da bere e inspirzont abred dougeanc Doue, ha mervel a rezont evel daou JEl, o veza c’hoas yaouanquic. Ne ouffer quet lavarct gant pebes attantion he veille fS4 8AOTES FRANCESA.