Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/152

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

t guenole. 3 Meurs. donaeson a Viraclou. Ur c’hrouadur yaouancpeini a ioa er jnemes scol gantân, o veza enem bistiguet are urgoal lam, Guenole èn greas pare en ur ober sign ar Groas var-nezan. Evit renon^ antieramant fl’ar bed ha gallout en em rei oll da Zoue, en em rentas Religius. Ebars er stad-se e lacaas e oll studi da avanc bepret en hent eus ar berfec-tion, ac en em rentas quen agreabl da Zoue, ma ree Mi-raclou bras meurbet dre ar Feiz en devoa, ispicial ê sign ar Groas, Renta a reas pare ur c’hoar dezâ peini he devoa collet ul lagad dre uñ accidant fachus; ac al lagad-se en em gavas quer sclaer ha biscoas. Ur veich-all o veza rancontret ur paour ac a ïoa dall, evel n’en devoa netra da rei deza, en em lacaas d’e gonsoli ha d’e exhorti d’ar batiantet. Un den o tremen dré eno, a gomman^as da fanjal dre ma soulage ar beaurien gant comsou. Ar Sant evit disquez squêr dezâ, a dostaas ous an den dall, ha leun a fizian^ ê Doué, goude beza pedet evintâ, e rentas dezân ar guelet. Un neubeut goude, dre gonsantamant e Superieur, en em retiras gant unnec Religius en un Enes vian a hanvet c’hoas bremâ Ty-Bidi, da lavaret e, Ty a Orae-son. Sevel a resont lochouigou, ha cunduï a resont eno ur vuez angeliq epad tri bloaz; maes an tourmant eus ar mor ac an evel peini a ïoa quer cre en Enesen-ze, o c’hon-traignas da vont da ober o demeuranc en tu-all d’ar vrec’h-mor, evit en em lacaat en abri, en draouyenn pe stancquenn ê peini e ma bremâ Abati Landevenec. Sevel a resont eno ur Gouent ê peini e cunduent ur vuez mor-tifiet meurbet: n’o devoa evit guele nemet an douar; o bevamj a gonsiste ê bara hey gros, gant lousou pe griziou paredet en dour gant un tamig bleud; un darn vras eus an deiz ac eus an nos a dremenent en Oraeson; hada a reent o-unan an hey a serviche dezo da ober o bara. Cetu a-se ar Reglen a observe SantGuenole ac e Religiuset ê Landevenec, ac a voe observet eno bete an amser ma reas ar Roue Louis an Deboner receo Reglen Sant Beneat er Gouent-se, er bloaz 818. 3 Jfeurs. sant güenole. H\