Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/150

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

138 SANT charles, qoNT. 2 Meurs. Goude maro e dad peini a ioa Roue eus a Danemarq, e voe graet Cont eus a Flandres. Ar Pring santel a gom-mangas disquez peguer just e voa, dre an ordrenan^ou leun a furnez pere a reas, ha dre an urz caér a lequeas etouez e sugidi. O gouarn a reas gant quemeñt a lealdet, a voderation ac a vadelez, ma veritas beza hanvet Charles-ar-Mad. Pell dious lacât goall guirou var ar bobl, ne songe nemet d’e soulagi bepret ê quement a ïoa possibl; ac e vrassa plijadur oa ocn unani ar re a ïoa division etrezo. E zevotion aoae eil vertu remercapla. Bemdez e tre-mene cals amser én Ilisou gant ur vodesti admirabl ac edifiant meurbet. Mont a eure da Jerusalem evit bisita ar Plagou Santel eus hor Redemption. Enori a ree ar Preladet eus an Ilis, ha respecti ar Religiuset, abala-moury emezân, ma zjnt JEAet an dpuar, ha servicherien an Autrou Doue. . Ar garantez a voe an drede vertu a braticas muya ar Prin<j santel-mâ, ispicial en andret ar beaurien da bere e roe bepret an alusen gant larguentez. Ca<j a ree banden-nou peaurien da dyez e vuisien evit beza antretenet eno divar e goust. Er Guaer a Ypre e distribuas ur gantite vras a vara d’an dud paour en ur pocquet da zorn pep-hini anezo, abalamour, emezan, ma considere ê pep paour personaich Jesus Christ. Ar memes carantez a ree dezâ aviziou divisca e zillat evit o rei d’ar beaurien, en ur lavaret : ret e hada er vuez-mâ, evit dastum er bed-all. E batiantet a voe ar bedervet vertu peini a gurunft e vuez. O veza bet avertisset penaus unan eus e guerent a glasnue lemel e vuez digantân, e respontas, eb en em droubli, ha gant ur batiantet angelia : n’em eus aoun ebet razân; Doue a zifen va buez, ha aen ebet na ell he lemel diguenê, ma ne fell da Zoue. Ar Sant contant eus âr pez a bermetse an Autrou Doue, a yeas d’an Ilis dirag Auter an Itron Varia; ac eno en ur rei an alusen da ur paour, e recevas un taul coutel-lassen quen horribl var e benn ha var e dal, ma 8\ Meurs^ sant charles, C0NT. 139