Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/146

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Ar brud eus o Santelez a ziga^as davet-o un niver quer bras a zisquibien, ma voe ret sevel ur Gouent peini en em gavas souden carguet a Religiuset. Breur ar Sant-mâ o veza reprenet gant ruster daouzeC anezo pere a voa fazyet, ar re-mâ pere n’o devoa quet ur speret humbl aoualc’h, na elzont quet suporti beza reprenet en ur faecon quaer rust, fallout a reas dezo memes sortial eus ar Gouent; maes Sant Romen gant e zou^der a dennas ar sonc’h-se eus o speret, ac e teuzonl goude-se dre o fer-veur da repari o faut. Erfin âr Sant-mâ goude beza gouvernet e Religiuset gant un doucder admirabl, ha desouet dezo an hent eus âr berfection, a rentas e Ene da Zoue, er bloaz 46o, ê tro an oad a dri-uguent vloaz. reflexion. An Drouc-speret adversour ar Silvidiguez, a reas d^an daou Religius-mâ quitaat an Desert; maes ne voent quet pell eb distrei var o c’his. Ur vreg paour oc’h o repren a reas dezo distrei d’ar gpmbat. Admiriteus a ur c’hostez sempladurez an den, ac eus ur c^hostez-all humilite ar Saent. Doue a bermet aviziou e teu ar re devot da goueza : maes ar re humbl ne chomont quetpell eb seyel; Doue ne zale quet da ober ^dézo anaout o faut, ac iut-ii ne zaleont quet d’en em gorrigea. Eil Reflexion. Daouzec Religius a voa prest da guitaat ar Gouent, abalamour ma voant bet reprenet rust, ha marteze e visent-ii en em gollet er bed; Sant Romen dre e zoucder a reas dezo chom eno, ac e teuzont da repari o faùt dre ur vuez devot ha fervant. Clênvejou an Ene a c’houlen beza tretet gant douc-der evel re ar c’horf. Mar deut da drei ha da zistrei en ur fae-con rust den clân en e vele, elec’h e soulagi e crisquit e boan ac e anquen. Toudememes mar reprenit ho nessa eus e faut dre gomsou rust ha c’huero, elec’h guellaat an drouc, e teut alies d’e voassaat. Reprenit ar re a fazi, maes gant caran-tez; clasquit o frofit, maes na glasquit jamaes contanti ho spe-ret pe hoc’h humor, ac e velot pebes nerz e deus a