Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/144

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

. Ar fiziamj en devoa ar Pap ennan a reas dezâ e ga^ d’ar Guaer a Vilan evit lacât urz ê direglamanchou bras pere a ïoa comtiri ac ordinal er Guaer-ze. Ar C’hardinal san-tel ne voe quet quent arruet e Milañ, m’en em gavas ê danger eus e vuez. Ar bobl incitet ha poulset gant ar re vras eus a Guaer, a zeuas d’e insulti bete ebars eñ Ilis; maes an den santel a gavas dre e furnez ar voyen da zou-^pat o sperejou ha da c’hounit a neubeut-da-neubeut o c’halonou, ac a reas dezoerfin receo a volonte vad ar remejou en devoa preparet ous an disurzou public-se. Un issu quer mad ha quer pront en un affer quen diaez ha quen clangérus, a voe consideret evel ur miracl. Pegüer bras benac e voa ar sqniant ac ar furnez a ad-mire an oll ennân, netra couscoude ne voa quen admi-rabl evel e humilite ê ci^eiz e reputation vras. Meur a veich e pedas ar Pap da rei dezân ar bermission d’en em zisober eus e garg ha d’en em retira en e Gouent, ar Pap er revusas pell-amser, maes erfin e accordas dezâ e c’houlen. INe ouffer quet lavaret gânt pebes joa e tistroas an den santel d’e Gouent. En deiz quenta memes ma arruas, e praticas an oll exerciQou eus ar Religiuset gant ar me-mes fidelite ac ar memes ferveur evel pa ne vize bet sor-tiet biscoas eus ar Gouent. Erfin leun a veritou, e rentas e speret eürus d’e Salver, er bloaz 1072, oaget a dri bloaz ha pevar-uguent. REFLEX10N. Câér o deus ar guerent criz disprijout ac abandoni bugale ha minoret paour, Doue a voâr quemeret sourci eus ar re a laca o fizianc erinân. Mfam dinatur ar c^hrouadur santel-mâ a revusas e vaga, ac ur vreg estrenn a servichas dezâ da vam. E vreur bar-bar en tretas en ur faecon cruel, ha patiantet ar c’hrouadur paour a douichas an Tad Celestiel, peini a reas anezâ unan eus an habila ha santela Esquibien, ac unan eus ar brassa Car-dinalet. 28 Fevrer. SANT ROMEEf.