Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/143

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

27 Feerer. SATfT m DAMlEfl. 431 " abandonet he c’hrouadur, ac er crhemeras en he zy; maes o veza digouezet ganty mervell souden goude, ar minor paour a gouezas etre daouarn unan eus e vreu-deur peini ne alle quet e soufr, ha peini en tretas, non^ pas evel ur servicher, maes eguis un esclaf. Ne roe dezâ nemet un tam creun sec’h evit monet da zivoal e loenet, e lesel a ree diarc’hen, ne voa guisquet nemet eguis ar miserapla clasquer, injuriet e vihe ha goal-dretet a dau-liou. Ar c’hrouadur yaouanc a viras bepret er gaptivite-ze ur batiantet ac un doucder admirabl. Bezaen devoa ur breur-all, peini fachet oc’h e velet tt^etet en ur fae^on quen indign, en tennas d’e dy. Ar breur-mâ ravisset o consideri e natur vad, e speret ac e zevotion, èp lequeas da zisqui leñn d’an oad a drivec’h vloaz. Disqui a ree en ur miz ar pez a zesque dre boan ar re-all enur bloaz. Evelse en em lequeas ê ber amser ê stat da instrui ar scolaérien yaouanc, ac e ober a reas gant meuleudi ac approbation an oll. Goude-ze en em retiras en ur Gouent ê peini e observe ar Religiuset ur Reglen rust meurbet. Querzet a reent bepret diarc’hen, alies e yunent divar bara ha dour, neubeut e cousquent, ac etremenent un amservras en Oraeson. Pêr Damien a ajoutas da guemense mortifica-tidnpu-all brassôc’h, ac a roe cals amser en deiz ac en nos d’ar studi eus ar Scritur Sacr. An Tad Abad o veza deut da anaout an Tensor a squiant ac a vertu a ïoa cuzet er Religius humbl-mâ, er c nargas da brezeg. E ober a eure gant quement a nerz, ma convertissas un nombr bras a eneou. Ar brud eus e santelez ac eus e squiant dreist-ordinal a reas d’an dud habila ha d’ar Pabet memes e estimout acheulia e avis en afferiou importanta. Ar Pap Stefan decvet, peini er c’honsidere evel ur sclerigen vras eus an Ilis er greas Escop ha Cardinal en despet d’e humilite. Biscoas fescop n’en devoe muy a zêl na muya ampres-samant evit silvidiguez e bobl eguet ar Prelat santel-mâ. Ober a reas souden ur cenchamant bras en e oll Escop-ty, quen dre e instructionou? quen dre e exémpl. 9 132 sant per damien. 2*7 Fevrer