Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/140

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

25 Fevrer. reflexion. Pebes devotion oc’heus-hu evit ar Sacrific Santel eus an Ofe-ren ? Pa en em guivit en aesamant da glevet an Oferen d’an deziou pemdez, a sourcius oc’h-u da assista enni ? E pe fecon e c’hlevit-u memes da Sül ha da Vouel ? A na vec n-u quet eno marteze evel ma voa ar Vourrevien var Menez Calvar, evit crucrifia a-nevez Jesus-Christ dre hoc’h immodesti ? Evit clevet ervat an Oferen, considerit penaus ez eo ur memor ac ur representation eus a Bassion ha Maro hor Salver Jesus-Christ, ac ouspen ur Sacrific ê peini en em ofïr d’e Dad Eternel eyit silvidiguez ar re veo ac ar re varo. Assistit er Sacrific San-tel-mâ gant ar memes respet ha gant ar memes carantez evit Jesus-Christ, evel ho pize bet ma vizac’h bet presant var Menez Calvar pa scuillas e voad precius evidoc’h. E commancamant an Oferen, offrit da Zoue an Oferen a y it da glevet, evit ar pedir mtantion principal a dle pep Christen devot da gavout, da guenta, evit adori ar Vajeste souveren a Zoue; d’an eil, evit e drugarecât eus an oll gracou oc’h eus recevet* digantâ; d’an drede, evit goulen digantâ ar pardon eus ho p^ehejou; d’ar bevare, evit goulen an oll gracou a bere ocli eus ezom evit an amser da zonet. N’en em gontantit quet da lavaret eb quen ho Chapelet pe Pedennou-all vocal, grit ouspen-ze a amser-ê-amser reflexion varPassion hor Salver. firit da Gommunion ar Baelec ho Communion spirituel da neubeuta, oc’h excita en ho calon ur garantez ardant evit Jesus-Christ, ac un desir bras d’en em unissa gantan. Ac evel ma en em offr Jesus-Christ evidocli, na vanquit quet da ober ive dezâ an offranc ac’hanoc’h oc’h-unan, eus ho spe-ret ac eus ho calon. Ar c’huec’hvet-varn-ugaenl aviz Fevrer. SANT PORFIR, ESCOP. Ar Sant-mâ a oue ganet ê Macedoân. E guerent e elevas a vianic ê dougean^ Doue, ac an oad ne reas nemet creaat e vertu. E souroi da dec’hel dious ar gompaignunezou dangerus, e aquet da.studia, âc an horreur en