Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/130

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

SANT DOSITEE. 21 fevrer. e vreudeur. E oll studi a ïoa da ober è oll actionou er fae<jon ar parfeta; ha n’en em bardone faut ebet dezâ e-unan. O veza un devez lavaret ur goms gant un neubeut re a brontitud da unan eus e vreudeur, e redas d’e gambr, ha prosternet eno var an douar, ne heane o vouela ac o c’hirvoudi. An tad Abad o veza e gavet er stat-se, a c’houlennas diountâ petra voa c’hoarvezet gantân; va Zad, eme Dositee, beza ez-oun bepret imparfetoc’h; displiget am eüs da Zoue, en ur barlant rust ous va breur. Doue en deus pardonnet deoc’h ho faut, eme an Abat, savit ha distroit d’ho labour, obeissa a reas : ac en ur gueijneret e joausdet ordinal, ez eas d’en em acquita eus e zever gant muy a evez ha muy a ferveur eguet biscoas. Goude beza tremenet pemp bloaz er Gouent o servi-- clja ar re Glan, er bratiq eus an humilite ac eus an obeis-sanc, ac en un union continuel gant Doue, en em santas clan e-unan. En e vrassa anquen e vige clevet o lavaret : * va Doue ha va Salver, ho pezet truez ouzon : va Jesus dou^ ha carantezus, ma sicourit: Guerc’hes Santel, va Mam guer, na refusit quet din oc’h assistanc. E Abad o veza goulennet digantâ ac ober a ree ato e Oraeson, e respontas : allas va Zad, cetu a-se ive quement a allân ober brema. Erfin o santout e nerz sempleet, e lavaras d’e Superieur, dre un effet eus ur simplicite vras ac ad-mirabl: va Zad, permitit din sortial eus ma exil; neuse e Superieür, an daelou en e zâoulagat, a lavaras dezan : iit ê peoc’h, va Map, en em bresantit gant fizian^ dirac Doue, peini a fell deza ho receo en e Chloar, ha pedit-èn evidomp. Er memes moment e trenïenas Dositee, evel pa ne vize falvezet dezân mervel nemet dre obeissan^, REFLEXI0N. En em drompla a rêr pa songer penaus evit beza ur Sant bras, e renquér ober traou bras, hapratica pinigennou ha mortifica-tionou dreist-ordinal. Exempl Sant Dositee a zesq deomp penaus ne c’houlen quet Doue quemense digant an oll, hapenause alleur arruout en ur santelez \ras hep quemense. Dositee peini en devoa neubeut a yec’het, peini n’en devoa quen carg, ñemet gl Fevrer* - SAül do