Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/116

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

404 SANT VALANTIN. 4 4 Fevrer. 1 roget. Ar Sant en ur antren, a savas e zaouiagat etrezec an Eé, ac a lavaras : Salver adorabl, pa oc’h eus scuillet ho Coad precius evit siividiguez an oll dud, pliget gue-neoc’h scleraat dre ar sclerigen eus ar Feiz quement hini a so en ty-mâ. Ar Barner a c’houlennas digantâ an exp]i-cation eus ar c’homsou-ze. Gouezit erfat, Astêr, eme ar Sant, penaus Jesus-Christ guir Doue ha guir Den, dirag peini ho Toueou-oll nedint netra, a so ar guir sclerigen peini a zeu da scleraat quement hini a zeu er bed. Eprouvi a fell din, eme Astêr, ac èn so guir ar pez a livirit : ur verc’h am eus peini a so dalles, mar grit dezi guelet dre vertu Jesus-Christ, me a bromet en em rentin Christen. Valantin a réas e beden gant ur feiz leun a fiziamj, ac en ur ober Sign ar Croas var daoulagat ar Chrouadur, e lavaras: Jesus va Salver, guir Doue eus an Eê ac an douar, ha guir sclerigen eus ar bed, pliget gueneoc’h selaou peden urpec’her paour, ha rei ar gueled d’ar grouadu-rez-mâ. En istant he recevas ar gueled. Astêr touchet dre ur Miracl quer caêr, en em gonvertissas; he Vreg a héulias e exempl, ^ant an oll dua eus e dy pere a ïoa en nombr a bevar ha daou-uguent, eus a bere an darn-vuya o devoe an eur da Veza Merzerien. Neuse o voe roet da ur Barner-all ar garg da ober e broces da Valantin. An Tirant-se er c’hondaonas da veza dibennet, er bloaz 270. Ar Pap Jùl quenta a reas sevel un Ilis var e Ve. REFLEXION. Sant Valantin a reas d’an Ampereur santout ar Virionez eus ar Religion Gristen ; ar Prin^-se en em gavas touchet; maes gant aoun da zisplijout da ur Bobl Payen, ha da goll e Rouantelez, é vougas ar sclerigen eus ar Chrac; sacrifia areas e Ene, renonc a reas dJe silvidiguez hada ur Rouantelez etérnel. 0 dallentez! Pet den, sioaz! na guever quet c’hoas hirio pere, gant aoun da zisplijout d’ar bet, da ur maestr, pe da ur mignon, a zeu da vouga an inspirationou mad, da drahissa o c’houstianc, ha da verza o Ene. 0 follentez eus ar peclier! Aoun oc’h eusr a livirit-u, da zisobligea da ur maestr, pe d’ho mignon; maes piou e ho guenta acf ho prassa maestr ? Piou e ho cuella mignon? Piou en cleus hq crouet-ii, ho prenet, ho con- 14 Fevrer. sant