Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1857.djvu/109

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

SANT GUILLERM. 97 Penitant santel a reas souden quement a ïoa ordrenet dezâ; ac,o cavout c’hoas ré zister ar binigen-ze, e amar-ras e gorf gant nr chaden. Guisquet evel-se, e partias dre urz an Hermit evit mont da gavout ân Tad Santel ar Pap. En em strinca a eure d’e dreiti, en ur c’houlen gant humilite an absolven eus e grimou. Ar Pap o velet 6 binigen vras, an abondanc eus e zaélou, ac ar veaich hir en devoa graet, a savas an Excommunication didan peini e voa couezet. Ar Sant en em dennas goudeze en un ty paour ha dis-truich, ê pelec’h e chomas ñao bloaz o veva divâr bara ha dour, ac o touguen nos-de e habit houarn, peini a • ree dezâ soufr ur boan estranch. E zaélou ne heanent o redec, ha da bep mare e scoe var boul-e-galon, en ur ziscleria publicamant e bec’hejou. Goude an nao blo$-ze e quemeras e zemeurang en ur c’hoad bras, ê pelec’h e vevas ervez ar Reglen o devoa miret an Hermitet santela eus an Desert. Erfin uset gant an oad ha gant e binigen galet, goude beza reparet dre e exempl vad ar goall squêr en devoa roet, en devoe ur maro eürus er bloaz 1166, ha Doue a zisclerias e Santelez dre gals a Viraclou. reflex10n. An Duc-mâ, goudebeza bet unan eus ar brassa pec’herien, a so deut da veza ur Sant bras. Pec^her ha pec^heres, ê pe stad benac e veac^h, na zisesperit quet eus a vadelez an Autrou Doue. Doue a ell ac a zesir o convertissa, nemet na resistot qiiet ous e c’hracou ha ma viot fidel da heulia e inspirâtionou santel. Eil Reflexion. Ar penitant bras-mâ en deus finisset e vuez dre ur maro eürus; enoret eo bet memes gant Doue eus an do-neson a Viraclou. Ar pec’hejou tremenet ne viront quet ous ar: re o deus o c’huiteet, na vent goudese agreabl bras da Zoue. Doue a ra alies muy a faveuriou da ur pec’her convertisset, peini a zeu da gundui ur vuez devot ha fervant, evit na ra da gals a eneou pere n’o deüs quet commetet a bec’hejou bras, m^es pere er servich gant neubeutoc’h a ferveur. 98 S