Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/97

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

7 Fevrer. Satt Hoiuual. 8t* dévot. Eno e cavas peadra da gonlanti an désir en de-voa da bratica ar binijen. Bemdez e lavarent ho daou assambles an offiç; hac evel Romnal a îasie alies er gommançamant, an hennit evit he gorrija a roe dezà bep tro un taol gant ur voalen vian var gostez be benn. He zisquibl, goude beza anduret peU amser hep lavaret guer, er pedas un deiz da Squei var ar c’hostez-all, abalamonr, emesan, ma colle ar c’hlèvet eus ar c’hostez-se. An hennit a admiras he batiantet, bac en frétas goude-se gant mui a zouçder, ha da benn nebeut a amser er cTionsideras evel he vestr er vuez spirituel. Romnal en em dennas goude-se en un desert hanvet Camaldoli, e pelec’h en devoe souden cals a zisquibien. Eno o veza cousquet un deiz equichen ur feunteun, e vêlas dre he sonj ur squeul, eus a behini an troad a voa var an douar, hac ar bec a d ie Jbete an eé, hac e vêlas religiuset guisquet e guenn o pignat var ar squeul'se: Goude ar sonj misterius-se, e roas d'he zisquibien an habit guen gant reglennou caër a vuez. Evelhen eo e com-manças an urs a Gamaldul, pehini abaoue ouspen d’huée’h cant vloas , en deus conservet he guenta ferveur, hac en "deus roet quement a sænt d’an Ilis. * Ar sant-mà o veza clevet penaus he dad, da behini en devoa græt Doue ar c’hraç da guitaat ar bed, ha da antren en ur gouent, a' voa var ar poent da sortial evit distrei er bed, a ieas d’he gavout, hac a gomsas outan guer mad ha quer caër , ma en rentas ferm er sta^ en devoa quemeret; ha beza en devoe ar gonsolationa’he velet o vervel eguis ur sant. - ' ” ‘ He garantez evit Jesus-Ghrist a voa quen ardant, ma vize clevet alies'en deiz o lavaret ennâ he-unan : O va Jésus leun a zouçder! 6 Doue eus va c’halon! va Salver ca~ rantezus, douçder ar sænt, tnêl delicius an eneou pur, va Jésus douç ha mad, an objet hac ar fin eus va oll désir ou. Erfin oajet a c’huec’h-uguent vloas, ez eas da receo en eê ar recompanç eus he labourou hac eus he boaniou, var dro ar bloas 1027. ‘ • Maximou spirituel sant Romuat. 1. Buez ar sænt a zeu da douch ha da ranna va c’ha-lon : carguct oun a gonfusion hac a vez, pa gonsideran petra ho deus-lii græt, ha petra a ran me va-unan. - " ■ E ligitizedby Google 8