Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/84

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

8 Sànt Peu Nolasq. 31. Guenver* Beza en devoe ur c'bleuvet hir, haee soufras ouspen daou vioas poaniou estranj hep coll netra eus he. zouç-der ordinal. Seul-vui e cresque he zrouc seul-vui e tis-queze a joa da c’hallout unissa he' souffrançou gantre Jésus-Christ. Erfin goude beza disderiet d’he religiuset peguen douç eo beva ha mervel e servij Doue ha dindan protection ar Verc’hes Vari, e rentas he ene d’he Salver, d an oad a nao bloas ha tri-uguent, e tro ar bloas 1250. REFLEXION. , Ne dens quet brassoc’h carantez eguet exposi he liberté hac he vuez evit dilivra ar gaptivet, ha brocuri silvidiguez he vreudeur. Saut Per Nolasq en deus-en grœt; mæspe-guer ieneet eo bremà ar garantez, pehini couscoude a die ober ar c haracter eus an oll gristenien. Ma reigne ar garantez en hor c’halonou , ne selfemp quet quen di-gar ous quement a gaptivet paour, pere a so oc’h irvoudi en un esclavaij quer cruel ha quen danjerus evit ho silvidiguez. Meur a dra a alfemp da zivoeret, cals a zis-pignou inutil a reomp ; quement-se a ve sufisant evit pre-na meur a esclaf da bere e procuremp ar silvidiguez, en ur brocuri dezo al liberté. Evit-ho da vezapelldiouzomp, ne dleomp quet ho ancounec’hat, pa guevomp an occasion d’ho sicour dre voyen ar prof a rer evit-ho en ilisou. Eurus ar re ho deus truez ous ho nessa, rac Doue en de-vezo truez out ho ; esperout a eller pep tra eus a vise-ricord an Autrou Doue, pa vezer bet charitabl. Mæs an nep a so criz ha didruez e quêver he vreudeur , ha sujet en deus-en da esperout e vezo Doue misericordius en he andret? EU reflexion. Per Nolasq o veza crouadur a selle gant quement a druez ous ar beaurien, ma vouele oc’h lio gue-let , hac evit he gonsoli e vize ret rei dezà un alusen bennac da gaç dezo. Exempl caër evit an tadou ha mamou d’en em voassa da ober ho alusennou dre daouarn hô bugale. Ur voyen vad eo da inspira dezo ar vertu a garantez, ha da denna var ho bugale couls ha varnezo ho-unan trugarez , graçou ha benedictionou an Autrou Doue. Digitized by Google