Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/687

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

6. Querzu. Sant Nicolas. 671

Sant Bonavantur a rapport penaus sant Nicolas a rentas ar vuez er guær a Vyr da zaou scolaër, pere a oa bet mun-tret ; ober a reas ar memes miracl en andret tri c’hroua-dur pere, gonde beza bet laset, a voe cuset en ur veol pe en ar guibel. Assista a reas er c’honcil a Nicee, e pelec’h e roas mer-cou eus he santelez hac eus he squiant bras. O veza distro d’he escopti, e clanvas ; an oïl a oa glac’haret bras, m»»q en he-unan en doa ur visaij joaüs hac ur ær contant pe-hini a zisquee peguen douç eo mervel goude ur tuez san-tel. He varo eürus a erruas etro er bloas 327.

REFLEXION.

Pebes vad a ra un alusen gret a propos d’ar beaurien mezuS ! Ha peguement a c’hraçou na zeu quet da veritout an nep a exerç un action quer carantezus ! An dijentil paour-se a oa tar ar poent da lesel he verc’bet da gundui ur yuez disordren, dre n’en devoa quet ar voyen d’ho di-misi ervez ho c’hondiUon ; sant Nicolas a bourveas evit ho dre he alusen ; ha dre ar charité generus-se, peguement a a grimou n’en deus-en quet ampechet ! Peguement a eneou n’eu deus-en quet preservet diouz ar maleur etemel ! Beza èz eus tieguezou paour pere, goude beza bet en ho æz, en em gaf erfin en ur -viser hac en ur baourentez vras, pere ne gredont quet disderia ho nécessite, dre ur vez pehini a seblant excusabl. Peguement a zaëlou c’huero ne scuillont-hi quet ! Pebes melconi ha pebes tristidiguez ne santont-hi quet 1 Da bebes disesper c’hoas ne d’int-hi -quet exposet ! Peguen dign a druez eo ar seurt tud-se l Pe-guer caër ha peguen agreabl ê da Zoue ar garantez a exercer en ho andret ! A seizvet devez a. vis Quer su.

SANT AMBROAS,

ESCOP HA DOCTOR EÜS AN ILIS.

Sant Ambroas a teritas dre be squiant ha dre he furnez beza lequeèt da c’houemeur er guær a Milan. En em ac-quita aeure quer mad eus he garg enorabl- ?t;, ma voe res-