Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/675

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

30. Du. Saut Ardue. 659 cleriet ar brofelet, a He ’beza itnmolet sacrifiet vidiguez an oIIdud. André pehini a gomprenas parfet ar pez a signifie ar c’homson-se , oc’h en em santont gou-neet ha tennet dre ur c'hraç intérieur, a ieas var an heur, da gavout Jesus-Christ ; beza en devoe an heur d’en em antreteni gantan , ha den ebet ne ouffe lavaret au douçder hac ar gonsolation a santas en he ène epad an antretien divin-se. Divar neuse an disquibl fidel-mâ na guitee Jesus-Christ nemet evit ober he besquerez, hac en em gavout a reas presant, pa reas he vestr divin he guenta miracl e Cana Galilee. Goude disquen ar Speret Santel var an ebestel, sant André a brezegas an Aviel er c’harter a Draç, er Sythii hac en Acaii, ha cass a eure ar sclærijen eus ar feiz er c’hanto-niou bras-se. En amser ma prezegue er guær a Batras,ar gouerneur . Egee, pehini a oa ur payen superstitius, a ordrenas dezan sacrifia d’an doueou ; an abostol santel a respontas : Offri a ran bemdez d’an Doue oll-galloudec non pas ar e’hic nac ar goad eus an anevàlet, mœs an oan santel ha didach, pehini so bel sacrifiet ac itnmolet var ar groaz : an oll bobl chrislen en em vag ganthe gorfsaCr hac he voad precius ha goude m’en deus servijet da vagadurez d'an oll, e chohi beo hac antier evel quent. Egee o velet ervad ne voa moyen ebet da drec’hi he gouraij, er c’hondaonas da vervel var ur groaz. Quentre ma vêlas sant André ar groaz ous pehini e tlie beza stagaet, e lavaras en ur grial gant un transport a joa : O croazsacrl o croaz santel!gan leuan davedoch ; ma recevit evel disquibl an hini en deus save- teet ar bed oll dreizoc’h. O croaz, pehiniam euspell amser clasquet ha desire t, ma recevit ha mdunissit gant va Sal-ver, pehini, evit ma frena, a so deuCda vervel etre ho livrée’h ! Ar sant a vevas daou zevez stag ous he groaz ; hac epad an amser-se ne ehanas oc’h exhorti ar gristenien da ber-severi er feiz ha da zisprijout poaniou ar bed-mâ, evit me-ritout ur repos etemel en eê. He verzerinti a erruas er bloas 63 goude donediguez hor Salver. He gorf santel a oue transportât d’ar guær a Amalfi e rouantelez Napl ; he groaz a gonserver é Mars?ill , e abati Sant-Victor. ' Tt2 Digitized by