Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/63

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

22 Guenver. Sant Vinçant, 47 An daou varn-ugucnt a viz Guenver. SANT VINÇANT, MERZER. S Aut Vinçant, guinidic eus a Spaign, en devoa an avan-taij da veza instruet gant an escop santel Yaler. Ar pre-lat-se ho consideri squiant ha vertu he zisquibl, er gréas diacr eus lie ilis, hac her c’hargas da brézeg an Aviel. Vinçant en em applicas gant ferveur da instrui ar bobl ; inspira a ree an dévotion d’ar re fidel, hac e convertisse d’ar feiz un nombr bras ens ar bayanet. Ar brud anezan o veza-eet bete ar gouemeur eus a Ar-ragôn, pebini a bersecute ar gristenien dre urs an impa-laer, ar gonerneur-se a roas urs d’he arreti, ha d’he gundui d’ar guær a Valanç carguet a chadennou, oe’h esperout penaus ar fatig' eus an hent, hac ar goall-dre*-tamant en devoa ordrenet obér dezâ, a rase dezan coll couraij. Pa voe arru e Valanç , ar gouemeor a ordrenas dezâ offr esenç d’an doueon eus ar rouantelez, pe en em brepari da vervel ; ar sant a respontas : N’edoun quet spountet evit clevet ma gourdrous eus ar maro ; ar brassa enor a ouffen da receo, hac an douça plijadur a ouffen da santout, eo mervel evit ar feiz; hac e as- suri e squissot quent oe’h ma zourmanti, evit na squisin o soufr evit gloar Jesus-Christ. Ar gouerneur, drouc-contant eus he respont, a ordrenas he dourmanti dre ar c’hruela suppliçou. Astennet e voe var ur c’hrill, gant un tau bras dindannan; mæs an Autrou Doue evit disquez penaus e voar, pa blij gantâ, douçaat ar poaniou a soufrer en he servij, a roas dezâ ar c’hraç da anduri an tournant horribl-se gant couraij ha gant joa. Vinçant a ebomme var he c’hrill, hep flach, he zaoulagad savet etrese an eê , ha gant un ær goûtant. An oll a voa soueset o velet an ners miraculus eus ar sant; ar bayanet memes a publie ar mirael. Ar brud-se a oblijas an tirant da ober he douguen d’ar prison, e pelec’h e reas he asten var tamou podou torret, en ur difen rei dezan tra ebet na da zibri na da eva. Mæs Doue n’en abandonas qnet quen nebeut en occasion-mâ; carga a roas eus a ur gonsolation sansibl ha ~douç meurbet he . gitized by »ogle AS Sa