Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/579

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

B, Htre* . Sartes Bihgit. £63 nemet ur grouadures, à oa quer parfet ha quen dévot, ma voa admiret gant an oll. D'an oad a zec vloas, o veza clevet discleria ar bassion, he c’halon a zeuas da veza quen touchet, ma rede an dour eus he daoulagat evel eus a ziou feunteün. Jesus-Christ a apparissas dezi en nôzvarlerc’h, er memes stad evel ma edo, pa varvas er gréas. Ar vision-se a reas quement a impression varnezi, na elle quet divar neuse bete fin he huez sonjal emyster ar bassion hep scuilla un abondanç a zaëlou. N’en em gontante quet da dremen an darn-vuia eus an deiz en oræson, sevel a ree c’hoas en nôz evit pidl Doue, hac e castie he c’horf innoçant dre vortificationou dreist he oad. He zad, o veza he àUet da zimizi da un dijentil faanvet ülfon, e cunduas ur vuez quer santel er stad a briedelez, evel m’e devoa græt en he iaouanctis; elevi a reas sante-lamant he bugale, ac ho habitai nébeut a nebeut da bra-tica an euvrou a garantezj angaji a eure ivez he fried da lavaret bemdez ofiç-an Itron Varia, ha da gôfes ha da sa-cramanti bep guener; ober a reas evel un hospital evit-an dud paour hac ar re glàn, da bere n’en em gontahte quet da fournissa quement tra a oa necesser evit ho c’horf hac ho ene, mæs c’hoas he-unan e rente dezo an oll ser-vijou eus a ur vatés. Hefried ülfon touchet dre he exempl, en em rentas religiuB eus a urz sant Bernard, hac a varvà» souden goude evel ur sant. . ' Epad an tregont vloas ma vevas an intàves santel-mâ var he lerc-’h, e praticas ar rusta pinijen, quemer a reas an habit a benitantes: n’e devoa evit guele nemet ur pallen astennet var tri pe pevar planquen; iun a ree pe-var devez ar sizun, ha d’ar guener divar vara ha dour ; sacramanti a ree lies gueich ar sizun, ha tremen un amser bras bemdez e harz treit ar c’hrucifi. Mont a reas e pelerinaij da Jérusalem e pelec’h e visitas ar plaçou santel eus hon redamtion oc’h ho arosi gant he daëlou. . Fonta a eure e Vasteïn ur gouent leaneset, da bere e roas ur reglen àdmirabl evit ho c’hundui da ur vuez santel ha parfet ; an urz-se a so bet hanvet a c’houdevez urz Sant-Salver. Ar santes-m& e devoe en he huez revelationou bras ; al levr e pehini ez int comprend, a so bet eiaminet hac ap- Digitized by