Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/53

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

17. Guenver. Sant àntoh. 37 jal ha cridi emaer bemdçz o commanç , ha penaus, petra-bennac a raëmp, ne deus proportion ebet etre ar pes a reomp hac ar recompanç a brepaçDoue deomp. Mar. fell deoc’h trec’hi an drouc-speret, a lavare c’hoas alies, pedit hac en em vortifiet bepret; béât humbl, disfyet eus ac’hanoc’h hoc’h-unan, ha liquit ho fianç e Doue. Ar sant-mâ ne voa quet destinet epquen gant Doue evit instrui religiuset ; choaset en devo-en c’hoas evit con-vertissa an infidelet, evit trec’hi an heretiquet hac evit çonsoli ar verzerien. ’ O veza clevet e voa cunduet d’ar guær a Alexandrii un Hiver bras a gristenien evit beza merzerièt, en em rentas eno evit ho assista er prisoniou, ha-ne abandonas quet anezoquen ho devoa rentet da Zoüe ar sacrifie eus hç buez..Eno e convertissas un nombr bras a bayanet, ac he vrassa désir oa beza merzer he-unan. D’an oad a bevar bloas ha cant e sortias eus he ze-sert, ac en em rentas c’hoas e Alexandrii evit disput ous an heretiquet, da bere e serras ho guenou dre he zoca trin admirabl. Erfin, oajet a bemp bloas ha cant, eus a bere en devoa tremenet çemp ha pevar-uguent er binijen ar vrassa, goude beza græt un exhortation d’he religiuset, e rentas he ene da Zoue gant ur joa vras merquet var he visaij, er bloas 356. REFLEXION. Mar d’eo bet tentet e quellies fæçon ar sænt, goude beza renoncet d’ar bed, pell dious an occasionou , en desert , e creis ar rufcta pinijen, penaus e allomp-ni en cm gridi en assuranç e creis an danjerou ? Pebes evez a lequeomp-ni evit en em diouall ous hon adversourien,. a be seurt armou en em sërvijomp-ni evit en em difen out-ho ? Mæs leveromp quent, peguement a zud so , pei;e en em daul a galon vad hac en ur fæçon intourdi, e creis an occasionou danjerussa? Pebes follentes ! Ha soueset e Üeont-hi beza mar d’int trec’het gant an dentation? Ha soueset e tleomp-ni beza mar deu quement a zud d’en em goll, ha quen nebeut den em savetei! Mar fell d’imp eta beza eus a nombr bian ar re salvet, peüaomp dious an occasion, beillomp varnomp hon-unan, savomp hor c’halon varzu Doue e commançamant an. C* Digitized by Google 3