Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/518

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

502 6. Guengo, Saut Bertin. Ar e’huec'hvet devez a vis Guengolo. SAN T BERTIN , ABAD. Ar sant-man guinidic a garder Constanç, ha savet eus a dud vad ha pinvidic, o lennen he iaouanctis buez ar sæut, en em sautas inspiret d’ho imita ; hac a renonças d’an oli t'ortuniou eaër a elle esperout , evit en em retira en ur gouent. Evel m’en devoa ur volontez vad, ha ma voa excitet ous-pen-sedre an exemplou caër a vele dirazan, e teuas e ber amser da veza ur religiut parfet ha santel bras. Sant Orner , religius eus ar memes gouent, o veza bct græt escop, supérieur ar gouent a roas dezan sant Bertin evit he sicour da instrui he hobl, hac evit prezeg en he es-copti. Bertin er gréas gant ur zêl pehini ne aile quet man-cout da veza beniguet gant Doue : ne oll labourou ne resont quet dezan diminui netra eus he vortificationou ; an onction ' eus he gomsou a voa un effet eus he zevotion tener , hae he exempl a c’hounee quement a eneou daZoue evèlma rec he sermoniou. Un dijentil eus ar vro, touchet dre ar burzudou a ree an den abostol-man didan direction sant Orner, a reas ofr dezo eus a ul leo’h hanvet Sithieu, gant an douar a voa stag ou-tan , evitsevel enour gouent, pe evit ober anezan an usaij a gafsent convenaplae vit gloar Doue, hac evit avantaij ar bobl. Sant Orner a reas sevei ur gouent, hac alequeas sant Bertin da abad en hi en despet d’he humilité. Gbetu a-se e pe fæçon e commanças abati Sithieu , pehini a sp bet pell-am-ser e Flandres ur seminær a sænt , evel ma oa eBour-goign abati Luxeu. Petra-bennac ma voa renchou suffisant ous an abati, an abad hac he religiuseta veve divar bara ha griziou lousou, hac e sicourent ar beaurien gant an nemorant- Evel ar sant-man ne gommande netra a guement na roe he-unan an exempl, en dévoe ar gonsolation da velet be oll religiuset, a bere ez oa bras an nombr, o reï en desert a Sithieu an exemplou caër a humilité, a binijen hac a ferveur, pere a voa bet admiret en hermitet santel eus an desert a Balestin. Sant Bertin, abehiniarvueza voabeturbreparationcon- Digitized by Google