Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/429

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Google ?5. Goutte. Saut Jacques. 413 Âr bempet varn-uguent devez a viz Gouere. SANT JACQUES, ABOSTOL. Ar sant eus a behini e celebromp hirio ar gouel a so ban-\et Jacques ar Major, abalamour ma voe galvet d’an abos-tolaij abars an abostol ail sant Jacques, pehini evit ar memes ræson a so hanvet Jacques ar Minor, pe Iacob, a behini e ter ar goud da gala ^laë. Sant Jacques ar Major a voa map da Zebedee ha da Sa-lome, ha breur da sant Ian Evangelist. Querquent a ma commanças Salver at bed da brezeg ha da instrui ar bobl, ar sant-mà a vba ,unan eus ar re sour-ciussa da vont d’he glevet, evit profita eus he instructio-nou divin. Jésus-Christ o trcmen un devez e-bion laguen Genesaret, a remercas Jacques ha Ian he vreur oc’hoza ho rouejou en ho bag. Ho guervel a reas da zont d’he heul : obeissa a rezontha quitât a rezont, hep deliberi ur moment, ho rouejou, ho bag hac ho c’herent. An daou vreur-mà ha sant Pér a so bet an tri abostol evit pere en deus bet Jesus-Christ epad he vuez mortel ur garantez hac un denerediguez spécial': an daou vreur-mâ abalamour d’ho guerc’hdet pehini ho deus conservet bepret, ha sant Pêr abalamour d’be garantez ardant evit he væstr divin. • Nebeut a vkaclou a ree hor Salver, na felle dezan e vize test anezo an tri abostol-mâ. Ho choas a reas evit rei dezo ar gonsolation da velet he c’hloar, en he dransfigu-ration var menez Tabor, e pehini e apparissas dezo bril-lantoc’h evit an heol : ho c’hemeret a reas ivez ho zri evit he accompagni, pa’z eas da ober oræson er jardin Olivet nebeut amser abars he bassion. Salome, mam da sant Jacques ha da sant Ian, oc’h anaout ar vadelez spécial en devoa Jesus-Christ evit he daou vap,arequetas digantanar c’hraç ma teuzient ho daou da asea-en he rouantelez, unan en he gostez deou, bac eguile en he gostez clei. Quement-se a reas occasion d’hor Salver da ober ar guentel admirabl eus an humilité evel ar fount eus ar guir merit, en ur lavaret dezo penaus mar Digitized by Google li