Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/424

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Sautes Mabi-Madalek. 22. Gottere„ teuas da ober reflexion var an disons eus he buez, ha da anaout an ezom e devoa d’en em gonvertissa, ne zaleas quet nr moment da henlia an touich hac ar mouvamant eus ar c’hraç. - ’ # Mar daleit a zez-da-zez d’en em gonvertissa da Zoue, ez eus danjer n’er greot biquen. Mar d’eo mad en em gonver-tissa varc’hoaz, perac non pas hirio? Ha c’honi so sur da velet an devez varc’hoaz ? Ha c’honi ho pezo varc’hoaz ar c’hraç hoc’h eus hirio? Ha c’honi vezo dignoc’h da receo graçou-aU en amser da zont, gonde beza disprijet ar c’hraç presant? Doue a bromet ar pardon d’an nep a zeni d’en em gonvertissa, mæs n’en deus quet prometet da zen amser un devez epquen evit he ober. Conversion ar Yadalen a so bet non pas epquen pront, mæs onspen courajus : trec’het e deus an oll difficulteou, hep ober man ebet eus a guement a aise lavaret ar bed, ne devoa quet mez evit chenj buez, hoguen he oll mez hac he ollfoan a oa da veza bet pec’heres. Imitomp he cliouraij, labouromp gant ar sieour eus ar c’hraç da drec’hi an difficulteou a guevomp en hent eus hor silvidiguez : mar deus poan er gommançamant, an dif-ficnlteou-se a zisparisso souden, ha neuse e cavimp pep-tra æz ha facil. Na sourciemp quet eus ar pez a ouffe lavaret ar bed, sonjomp quent er joa, er gontantamant a ra conversion or pec’ner pe ur bec’heres da Zone, d’ar sænt ha d’an Ælez. % A guir eo eta, o va Doue, e c’hell ur pec’her eveldon contribui en ur fæçon bennac da satisfactionou un Doue? Ma oblij a rit da gridi ur virionez qner consolant; ha seul-vui ez oun carguet a grimon, seul-vui ema oun e stat da ober deoc’h santout ar blijadur a ro deoc’h conversion ar pec’her. Quement-se memes, o va Doue, eo a douich va c’halon : abalamour ma hoc’h eus aoun d’am c'holl , eo em eus aoun d’hoc’h offansi: ar gontantamant ho pezo. d’am ' gueïet convertisset eo a zen da ravissa va c’halon ha d’am zenna davedoc’h : re eo contesti ouzoc’h ur satisfaction pe-hini e deus coustet quement deoc’h, hac a so quen avan-tajus d’in : santit eta, o va Doue, an douçder hac ar joa da velet nr galon humiliet pehini a zeu da implori ho martelez, hac a zesir beza pelloc’h sacrifiet d’ho servi] ha d’ha carantez. Digitized by Google