Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/390

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

374 S. Guoxebaü. 7. Gouere. ebestel saut Pêr La gant Paul, a reas dezan d’an oad a ur bloas vam-uguent mont en pelerinaij daRom. Non obstant ar fatig eus an hent en ur veach quen hir, ne glasque ne-tra nemet guele an douar, ha ne guemere nemet bara ha dour d’he repas. _ Goude beza tremenet tost da ur bloas e Rom evit contant! he zevotion , ez eas da visita an douar santel. Com-manç a eure dre Nazaret. Ar guél eus ar plaç santel-se e pelec’h e tisclerias au Æ1 d’ar Verc’hes Yari penaus e voa choaset evit beza mam da/Salver ar bed , hac e pelec’h e voe accomplisset mister an incarnatioh, a gargas he ene eus ur joa sansibl, hac a grescas quement he zevotion en andretMam Doue, na ehanas he zaëlou o redec durant.ma chômas er guær eürus-se. Ac'hano ez eas da JBetleem, elec’h ma oa bet ganet Redamteur ar bed. Eus a Yetleem en em rentas e Cana, quer brudet dre ar c’henta miracl a reas Jesus-Christ en publiq ; ac’hano e tremenas dre Capharnaom, e pelec’h en devoa græt hor Salver adorabl quement a viradou. En em renta a reas goude-se e Jérusalem : eno e ehomas hirroc’h amser evit contanti he ferveur en ul lec’h, pehini a voa bet quen alies santifiet gant Jesus-Christ dre he bresanç. Ne ancouas quet anezan ar jardin Olivet ■> mæs netra n’en touchas quement evel menez Calvaf. An theatr bras-se eus a bassion ha maro Jesus-Christ var ar groas a reas quement a impression vamezan, ma voe date d’he galon ranna'. Erfin, goude beza visitetar be sacr eus hor Salver ha menez Thabor, divar behini e pigqas en eê : e visitas ar gouenchou prindpala eus ar Palestiin, hac an hermitajou brudet dre santelez ar reiigiuset, a chomme enno, eus a exemplou pere en devoa un. désir bras da brofita. . * Preseg a reas goude-se en Allemaign gant quement a frouez ma voe græt escop a Eichstat. Cavout a reas eno cals a draou da ober, ha dont a reas a benn anezo tout. _ Ar prélat santel-mâ en devoa un donæson particulier evit consoli ar re afflijet hac evit douçaat ho foaniou : an ær, an . dail anezan, he gomsoü, he fæçon, pep tra a gonsole. Quer carantezus ha quer truesus e voa e quêver pep^ unan, ma aile lavaret evel saut Paul : Piou so afflijet, ha n’edoun-me quet quement hac en ? Piou a soufr, ha n’er tantan-me quet? ’ ’ . Digitized by Google