Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/352

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

336 Sant A vit . 17. Veseren, Ar sêitecvet devez a Veseven, SANT AYIT, ABAD. Sant Avit a yoa map da ul labourer douar tost d'ar guær ai Orlean. He guerent, tud paour a vadou ar bed, mæs pere ho devoa cals a zoujanç Doue, a boanias da rei dezan un descadures vad ha christen. Ar c’hrouadur a brofita* quement eus an instructionou a oè roet dezan, ma voa he vrassa plijadur pidi Doue en ty, er parcou hac en ilis pa aile. Dan oad a bemsec vloas ezeas da gavout sant Maximin, supérieur ac abad eus a c’houent Micy. He suplia a reas, ma n’er c’bave quet capabl da veza religius , d’he l'eceo da viana e qualité a yèvel. Sant Maximin, o velet he humilité hac he ferveur , en recevas. en nombr eus ar religiuset , ha souden e anaveas en devoa recevet ur sant. Ar religius iaouanomà a oa quen humbl hac en devoa ur simplicité quer bras, ma commanças darn eus he vreudeur da oher goab anezan, oc’h he guemeret evit un den diot. Ar sant ne ree van ebet eus an dra-se, hac a soufre tout gant joa, Mæs hep dale e teusont da anaout he fûmes ac he vertu , ha da gaout quement a istim evità, ma er choasont evit ho abad, goude maro sant Maximin. Revus a reas quemeret ar garg-se; mæs an escop a Orlean eut em ser-. vijas eus he oll autorité evit he oblija d’he receo , hac e rencas obeissa. An oll religiuset a admiras mui-oc’h-mui bèmdez ar merit ac ar santelez eus ho abab nevez, ac he exempl a inspiras dezo ur ferveur vras. Mæs ar renq-se a zistinc-tion a fatigue he humilité. Seul-vui a enor a rented dezan, seul-vui e saiite crisqui ennan an désir d’en em retira en un desert bennac evit eundui ur vuez humbl ha dianaveet gant ar bed. ^ En em retira a reas en effet secretament eh nr c hoad bras. Caere voe he glasq, ne voe clevet, quelou ebet anezan. Ar brud eus he viraclou a oue ar c heiita que-loq. Daou baotr iaouatic o veza avancet doun er c’hoad evit clasq ho loenet, en em gavas surprenet gant an noz : Digitized by Google