Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/321

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

30 Mae. Saht Isaac x Hermit. 305 labour, bep interrompi he oræson : rac eu ur Iabourat e ree da bep moment actou a garantez Doue : ha dre ar voyen-se ez oabepret lie galou unisset gant he Grouer* Goude ma oa bet daou pe dri bloas gant au tad-se, Doue en inspiras d’en em retira en un desert rustoc h en hebart he-unan : eno e vevas pell amser, quent evel un ael evit evel un den mortel. An impalaër Valens, pehini a voa heretiq, o veza en em lequeet da bersecuti ar ghristenien cathoüq, bete caç en exil ar santela esquibien eus ho amser, ar sant-mà a sortias eus he solitud, hac en em rentas e Constantinopl evit sicour ar ghristenien hac ho c’hreaat er feiz. An impalaër o veza en amser-se var ar poent da vont he-unan gant ur arme vras da gombati ous ar Gotet, pere a voa tud barbar hac a ravaje he stadou, Isaac a lavaras dezan gant ul liberté santel : Da belec’h e pretandit-hu mont, Prinç? Discleriet hoe’h eus ar bresel da Zoue, hac e pre-tandit trec’lii ar barbaret? N’ema quet Douee tugueneoc'h, abalamour maz ouch en em revoltet en he enep : Doue eo en deus lequeet ar Gotet da rebelli ouzoch, dre ma hoe’h eus chasseet eus ho escoptiou ar pastor santel-hont, pere a laboure gant ur zêl quen ardant evit he c’hloar ac evit gloar an Jlis. Ma ne brijet quet ober attantion ous ar pes a lavaran deoe’h a bers Doue, e tisclerian deoe’h penaus ho pezo ar maleur d’en em goll gant hoc h arme. An impalaër en ur disprijout an avis mad a roe dezan, a ordrenas he derc’hel er prison bete he zistro eus ar bresel, hac a lavaras de-zan dre he goler : Distrei a rin evit ober da lacaat d'ar maro evel ur fais prof et. Ar sant a voe prisonniet, hac impalaër a bartias evit he valeur ; rac laset e voe er gombat hac he arme a voe distrujet. Quentre ma teuas ar c’hêlou eus an arme, e voe roet he liberté d’an den santel, pehini a fallas dezan distrei d’he hermitaij ; mæs an habitantet a Gonstantinopl er pedas da chom gant-ho, ha sevel a resont evitan un ty emeas a guær. En ty-se e continuas en despet d’he oadbras, ar memes trein a vuez hac ar memes mortificationou evel m’en devoa pratiquet en desert hac eno he varvas, var-dro ar bloas 400. REFLEXION. # An hennit santel-mà a avertissas an impalaër eus ar V Digitizei by Google