Pajenn:Marigo - Buez ar Sænt, 1855.djvu/317

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

28. Mae. Sant Germen. 301 dezan ar garg da zistribui an alusennou en devoa custum da ober d’ar re baour eus he rouantelez. Ar roue charitabl-mà goude ur c’hlenvet bras , a be-hini sant Germen en rentas pare, a reas dre anaoude-guez-vad ur presant caër d’an ilis a Baris , evel m’az ê expliquet en he liserou patant pe liserou roue en ter-meniou-mà : An den aposloliq hon tad Germen, escop a Baris, en deus desquet deomp en he bredicationou penaus y queit a ma vevomp var an douar, e tleomp bepret sonjal en eê ; recommandet en deus deomp ispicial quemeret sourd eus an Ilis hac ober cals a alusennou ; ha roet en deus he-unan deomp an exempl eus a guement-se ; ar prélat santel-mâ9[ oc h ousout e voan clan bras e castel Ceel ehars Melun, a zeuas d'am guelet. Goude m'en devoa tremenet an noz en orœson evidon , e astennas he zorn varnon , ha n'en devoa quet quent touchet ouzon ne voen pare. Evit anaout ur c’hraç quer singulier en deus grœt an Autrou Doue d'in dre he servijer fidel, e roan d'an ilis a Baris an douar eus a Ceel, e pelech am eus recevet ar iec'het. Ar roue a eure ive sevel ilis sant Yinçant, hanvet bre-mà sant Germen , hac ur gouent caër dindan direction an escop santel, pehini a gargas ar gouent-se a religuiset fer-vant, da bere e roas evit quenta abad sant Droctovee he zisquibl. Ghetu eno ar gommançamant eus an abaty quer brudet, Sant-Germen-de^Pre. Erfin ar prélat santel-mâ oajet a bevar-uguent vloas , goude beza gouvernet he escopty epad daou vloas varn-liguent, ha labour et gant ur zêl infatigabl evit conversion ar bec’herien , e rentas he ene da Zoue er bloas 576. REFLEXION. Sant Germen en he iaouanctis a voa ur c’hrouadur mad „ couscoude he vam ne aile quct he soufr. Ar vugale ne-beuta caret gant ho zad hac ho mam , a so alies ar re a verit mui ho c’harantez , ha peurvuia ar re-se eo a ro dezo gant an amser mui a gontantamant ; elec’h er c’hontrol ar vugale espernet ha cherisset re a ro gou-de-se cals a zisplijadur d’ho c’herent. EU re flexion. Germen goall-dretet hac abandonet gant ur vam dinatur , ha contraign da guitaat eus an ty , a le-queas he fizianç e Doue, hac a zeuas da veza un escop bras ha santel. Doue ne abandon jamæs an nep a laça he fbdanç ennan ; Doue a veill bepret var he servijerien lidel. Digitized by Google